Kassel (Alamagn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kassel, an Ti-orañjez

Kassel (a-raok 1926 e veze skrivet Cassel) zo ur gêr eus Alamagn, e stad Hessen, annezet gant 200 000 den. An trede kêr vrasañ eo e Hessen. Emañ war ribl ar stêr Fulda.

Kreizenn armerzhel ha sevenadurel hanternoz Hessen eo. Bep pemp bloaz e vez aozet e Kassel un diskouezadeg arz a vremañ anvet "documenta".

Istor[kemmañ]

Eus ar bloavezh 913 eo ar menegoù koshañ eus Kassel er skridoù. En XIIIvet kantved e teuas da vezañ kêr-benn konted Hessen. Etre 1567 ha 1807 hag etre 1813 ha 1866 e oa kêr-benn Hessen-Kassel, hag etre 1807 ha 1813 e oa kêr-benn Rouantelezh Westfalen.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.