Wolfsburg
| Wolfsburg |
|
|---|---|
| Lec'hiadur | |
| Titouroù | |
| Gorread | 204,02 km2 |
| Poblañs | 121 451 (12/2010) |
| Stankted | 595 annezad/km² |
| Uhelder | 63 m |
| Kod post | 38400–38448 |
| Evit pellgomz | 05361, 05362, 05363, 05365, 05366, 05367, 05308 |
| Politikerezh | |
| Bro | Alamagn |
| Land | Saks-Izel |
| Karterioù | 17 Ortschaften,40 Stadtteile |
| Oberbürgermeister (maer) | Rolf Schnellecke, CDU |
| Lec'hienn | www.wolfsburg.de |
Wolfsburg a zo ur gêr-arondisamant en Alamagn, e Land Saks-Izel, nepell diouzh ar stêr Aller ha stok ouzh kanol hirañ Alamagn, Mittellandkanal hec'h anv. E Wolfsburg emañ sez Volkswagen.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
D'ar 1an a viz Genver 1938 e voe krouet Wolfsburg gant an anv Stadt des KdF-Wagens bei Fallersleben (kêr ar Volkwagen Käfer e Fallersleben). Fellout a rae da bennoù bras an Trede Reich kaout ur gêr da lojañ labourerien labouradeg Volkswagen a oa bet krouet eno.
D'an 11 a viz Ebrel 1945 e voe bombezennet al labouradeg, an div drederenn anezhi a voe distrujet. Ha goude ar brezel e vo anvet «Wolfsburg», diwar anv ar gêr gozh a oa bet savet diwarni. Goude-se e voe renet labouradeg Volkswagen gant ar major saoz Ivan Hirst.
E 1955 e voe savet ar milionvet Käfer e Wolfsburg.
E-pad bloavezhioù ar burzhud ekonomikel e kreskas kêr, ha labourerien estren a voe degemeret enni, al lod brasañ anezho a oa Italianed.
E 1972 e voe kendeuzet ar c'humunioù nesañ (evel Fallersleben ha Vorsfelde) e Wolfsburg. Ar mirdi arzoù a voe digoret e 1994.
E 2000 e voe krouet an diskouezadeg-mirdi anvet «die Autostadt» (kêr ar c'hirri). E 2003 e voe savet «Arena» Volkswagen.
Pa voe savet pempvet rummad ar Volkswagen Golf e voe anvet Wolfsburg «Golfsburg», etre ar 25 a viz Eost hag an 10 a viz Here 2003.
Tud brudet [kemmañ]
- Peter Bialobrzeski (1961), luc'hskeudenner
- Dero Goi (1970), soner
- Stefanie Gottschlich (1978), c'hoarier mell-droad
- August Heinrich Hoffmann von Fallersleben (1798–1874), barzh
- Karin Janke (1963), sprinter
- Wolfgang Müller (1957), soner
- Sascha Paeth (1970), soner
- Tim Burrows (1990), c'hoarier hockey war skorn
Gevelliñ [kemmañ]
- Proviñs Pesaro hag Urbino,
Italia, 1975 - Togliatti,
Rusia, 1991 - Halberstadt,
Alamagn, 1989 - Marignane,
Frañs, 1963 - Bielsko-Biała,
Polonia, 1998 - Luton,
Rouantelezh-Unanet, 1950 - Sarajevo,
Bosnia-ha-Herzegovina, 1985 - Toyohashi,
Japan, 2002 - Taubaté,
Brazil, 2005 - Changchun,
Sina, 2006 - Distrig Jiading,
Sina, 2007
Sportoù [kemmañ]
- Perc'hennet eo klub mell-droad Wolfsburg, VfL Wolfsburg e anv, gant Volkswagen. E rummad kentañ (Bundesliga en alamaneg) emañ.
Liammoù diavaez [kemmañ]
|
||||||||||||||||
| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |