Aachen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur gêr gozh e kornôg Alamagn eo Aachen (Aix-la-Chapelle e galleg hag Aken e nederlandeg diwar al latin Aquisgranum).
Emañ e rannvro Nordrhein-Westfalen, tost d’an harzoù gant Belgia hag an Izelvroioù. Tremen 250 000 den zo o chom enni. Ur skol-veur teknologiezh zo enni abaoe 1870.
Aachen e oa kêr-benn Karl Veur, impalaer Impalaeriaezh roman ar C'hornôg. Beziet e voe Karl-Veur en iliz-veur a voe savet gantañ eno e 796, pa varvas e 814.
Kalz a zistruj a voe en Aachen e-pad an Eil Brezel Bed. Hi eo ar gêr vras kentañ a voe aloubet en Alamagn gant an Amerikaned hag an dud kevredet ganto e 1944.

