Oldenburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sede pelec'h emañ Oldenburg

Oldenburg zo ur gêr dizalc'h e Niedersachsen en Alamagn. Pa oa e dalc'h ar C'hallaoued, etre 1810 ha 1814 e oa bet anvet Le Vieux-Bourg e galleg.

Douaroniezh[kemmañ]

Emañ e kember ar stêrioù Hunte ha Haaren, e gwalarn Alamagn, etre kêrioù Groningen, en Izelvroioù, ha Bremen er reter. E 2010 e oa 162,173 den o chom enni, ha gant se eo pevare brasañ kêr Niedersachsen war-lerc'h kêrioù Hannover, Braunschweig ha Osnabrück.