Regensburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Regensburg Wappen Regensburg.svg
Regensburg
Lec'hiadur
Lec'hiadur Regensburg en Alamagn
LocationGermanyInEurope.png
Titouroù
Gorread 80,76  km²
Poblañs 151 838 (2005)
Stankted 1843 annezad/km²
Uhelder 326 m
Kod post 93001, 93059
Evit pellgomz 0941
Politikerezh
Bro Alamagn Flag of Germany.svg
Land Bavaria Flag of Bavaria (lozengy).svg
Karterioù 18 Ortsteile
Bürgermeister (maer) Hans Schaindinger, CDU
Lec'hienn www.regensburg.de


Regensburg a zo ur gêr eus Alamagn, e Land Bavaria. Kêrbenn distrig Pfalz-Uhel ha hini Landkreis Regensburg eo. Dre Regensburg e tremen ar stêr Danav. A-fet ment ez eo pevare kêr Bavaria, goude München, Nürnberg hag Augsburg. D'an 13 a viz Gouere 2006 o bet lakaet kêr gozh Regensburg war listenn glad ar bed UNESCO.

Douaroniezh[kemmañ]

E hanternoz ar stêr Danav emañ Regensburg, er genoù ma kej div adstêr dezhi, ar stêr Regen hag ar stêr Naab. Div enezenn war ar stêr Danav a zo e tiriad Regensburg : enezenn Untere Wöhrd hag enezenn Obere Wöhrd. Karter Stadtamhof a oa e penn-kentañ war ribl norzh ar stêr Danav, ha dont a reas da vezañ un enezenn pa voe savet Kanol Europa.[1].

Kumunioù tost[kemmañ]

Ar c'hêrioù hag ar c'humunioù da-heul a zo tost ouzh Regensburg, hag e-barzh Landkreis Regensburg[2]: Lappersdorf, Zeitlarn, Wenzenbach, Tegernheim, Barbing, Neutraubling, Obertraubling, Pentling, Sinzing ha Pettendorf.

Istor[kemmañ]

Ar porzh e 1924

Ar Romaned a savas Castra Regina e 179, en ul lec'h ma oa Kelted, ha ma kej ar stêr Regen ouzh ar stêr Danav. E-pad ar prantad merovingian e oa Regensburg kêrbenn ar vBavarii hag annez an Agilolfing, hag int duged kentañ Bavaria. E 739 e voe krouet an eskopti gant sant Bonifas. E bar he brud e voe Regensburg en XIIvet/XIIIvet kantved, peogwir e oa e-kreiz meur a hent kenwerzh a-bouez. D'ar mare-se e voe savet savadurioù bras Regensburg : ar Steinerne Brücke (pont mein 310 metrad hirder dezhañ, bet savet a-us ar stêr Danav etre 1135 ha 1146), an iliz-veur c'hotek (kensakret e 1276), an Altes Rathaus (ti-kêr kozh) ha tourioù ar vrientinien.

E 1245 e voe lakaet Regensburg da gêr dieub an impalaeriezh ("Freie Reichsstadt") gant an impalaer Friedrich II, neuze e vo damemren Regensburg a-fet politikerezh. E-pad ar c'hantvedoù da-heul e voe bodet parlamant ("Reichstag")an impalaeriezh meur a wech e Regensburg. E-pad Reichstag 1542 e klaskas an dud kavout un emglev etre ar gatoliked hag izili an Disivoud, met ne zeujont ket a-benn. Lennegourien evel Melanchton pe Bucer a gemeras perzh er vodadeg-se. E 1663 e voe lakaet Regensburg da sez peurbad ar parlamant ("Immerwährender Reichstag"). E Regensburg e voe divodet an Impalaeriezh ("Reichsdeputationshauptschluss") diwar urzh Napoleon e 1803. E 1810 e voe staget Regensburg ouzh rouantelezh Bavaria, hag a oa bet krouet gant Napoleon.

An iliz-veur

E-pad ar Brezel bed kentañ e voe aozet kamp prizonidi brasañ Bavaria e Regensburg. Ne voe ket kalz a zistruj e Regensburg e-pad an Eil Brezel-Bed, peogwir ne oa ket diorrenet ar greanterezh. Goude ar brezel ez eo embregerezhioù sevel kirri (BMW, Continental) hag elektronek (Siemens, AEG, Toshiba), hag a voe diazezet e Regensburg, ar pezh a roas nerzh en-dro d'ar rannvro a-bezh a-fet armerzh. Skol-veur Regensburg a vo krouet e 1967, hag ez eus ouzhpenn 20 000 studier enni en deiz a hiziv.

An iliz-veur c'hotek

Relijion[kemmañ]

Eskopti Regensburg a voe savet e 739 gant ar pab Bonifas, ha meur a gouent a voe savet er bloavezhioù da-heul. Ul lodenn eus proviñs-iliz Mainz e oa eskopti Regensburg er penn-kentañ, goude-se evoe ul lodenn eus arc'heskopti Salzburg. E penn-kentañ an XIIIvet kantved e voe bodet holl Schottenklöster Alamagn en ur vreuriezh, en he fenn abad manati skosat Regensburg. Darrempredoù stank o doe gant tud Cashel en Iwerzhon. E 1528 e voe degemeret an Disivoud e Regensburg. Met bez e oa bepred eus sez an eskopti ha meur a gouent ivez, setu ma chomas bras plas ar gatoliked e kêr, betek dont da vezañ ar relijion bouezusañ goude ma vije bet degemeret divroidi.

Ti-kêr Regensburg

Armerzh[kemmañ]

War-raok ez eas diorren armerzh Regensburg e 1967 pa voe savet ar skol-veur hag ar skol-uhel evit an arbennigourien. E miz Even 2006 e oa 6.2% an dregantad a dud dilabour e Regensburg, da lavaret eo dindan keidenn Bavaria.

An niver a dud o labourat e Regensburg e 2005, hag an tachennoù-labour :

  • servijoù : 32 844 den
  • greanterezh treuzfeurmiñ : 30 387 den
  • kenwerzh  : 11 365 den
  • melestradur ar strollegezhioù lec'h : 6 147 den
  • media ha transportoù : 4 607 den
  • kred hag asurañs : 3 220 den
  • sevel tiez : 2 458 den
  • labour-douar ha labour ar c'hoad : 75 den
  • traoù all : 1 192 den

Hentoù-houarn[kemmañ]

Dre Regensburg e tremen un tren Eurocity bep div eurvezh. Un tren perc'hennet gant Deutsche Bahn eo, al ilenn o vezañ Nürnberg - Regensburg - Passau - Vienna. Betek ma vefe savet ha digoret ar ganol Roen-Main-Danav e 1992 e oa dre al linenn-se ma teue ar muiañ a vadoù da Alamagn. Abaoe m'eo bet lemet an trenioù Interzone ha lakaet ar re Interregio en o flas n'eus ket kement-se a drenioù a dremen dre Regensburg. Trenioù-rannvro a dremen drezi : Regensburg - Landshut - München, Regensburg - Weiden - Hof ha Regensburg - Ingolstadt - Ulm. Al linennoù tren da Alling ha da Falkenstein a oa bet lemet nebeud amzer goude an Eil Brezel-Bed.

Transportoù-kêr[kemmañ]

Regensburger Verkehrsverbund, RVV eo anv ar rouedad transportoù-kêr. 73 linenn bus a zo, ha 300 bus en holl[3]. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e voe raktreset toullañ un hent-riboul, met dilezet e voe. Un tramway a voe e Regensburg etre 1903 ha 1964. A-raok an Eil Brezel-Bed e oa peder linenn ha 12,3 km hentoù tramway. Diskaret e voe tamm-ha-tamm etre 1955 ha 1964.

Gourhentoù[kemmañ]

Gourhentoù a dremen dre Regensburg :

Hentoù broadel :

Tri hent touristelezh a dremen dre Regensburg : hini al Limes, hin impalaerien Alamagn ha rouaned Bavaria, hag ivez hent european Goethe.

Kanol european Roen-Main-Danav[kemmañ]

Porzh brasañ Bavaria eo hini Regensburg. Ur porzh stêrioù eo, lec'hiet war ar ganol european Roen-Main-Danav. E 2003 e voe treuzksavet 6 681 000 tonenn drezañ. Ur porzh implijet da dreuzkas madoù etre Mor an Hanternoz ha reter Europa eo.

Hentoù evit ar marc'hoù-houarn[kemmañ]

E-kreiz meur a hent evit ar marc'hoù-houarn emañ Regensburg : hini an Danav, hini Waldnaabtal/Naabtal (a gas eus Bärnau da Regensburg) hini ar Regental (eus Regensburg da Eisenstein), hent al Limes (eus Bad Hönningen da Regensburg) ha hini Falkenstein-Festpiel-Chambtal (eus Regensburg da Furth im Wald). Regensburg

Gevellerezh[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. A-drugarez d'ar ganol-se e c'hall ar bagoù tremen e-biou da gêr gozh Regensburg.
  2. Gwelout kartenn lec'hienn ofisiel al Landkreis
  3. Regensburger Verkehrsbund
  4. http://www.aberdeencity.gov.uk/acci/web/includes/template/ShowFAQ.asp?qid=8962 Who is Aberdeen twinned with?

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.