Frederig II an Impalaeriezh Santel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Frederig II an Impalaeriezh Santel, pe Friedrich II en alamaneg, ganet e Jesi e-tal Ancona en Italia e 1194, ha marvet e 1250 e Castel Fiorentino e-tal Lucera, a oa roue Sikilia, roue ar Romaned, hag Impalaer Santel adalek 1220.

Friedrich II hag e falc'hun. Diwar al levr „De arte venandi cum avibus“ („Diwar an arz da chaseal gant evned“), Biblioteca Apostolica Vaticana.

Bec'h en doe hep distag gant ar bibien hag ezkumunuget e voe div wech. An Antekrist a veze graet anezhañ gant ar pab Gregor IX. desket e oa, c'hwec'h yezh a gomze: latin ha gregach, sikilianeg, arabeg, normaneg, hag alamaneg. En e lez e tegemere skiantourien a bep bro, troet e oa gant ar jedoniezh hagh an arzoù. Sevel a rae kestell diwar e raktresoù. Darempredoù mat en devoa gant ar vuzulmaned ha kas a reas da benn ar c'hwec'hvet kroazadeg hep brezeliñ.