26 Kerzu
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 26 a viz Kerzu)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1776 : Emgann Trenton (Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet).
- 1805 : Feur-emglev Pressburg etre Bro-C'hall hag Aostria goude Emgann Ulm hag Emgann Austerlitz.
- 1898 : kavadenn ar radium gant Marie Curie, Pierre Curie ha Gustave Bémont.
- 1978 : loc'hañ a ra kentañ Ralli Paris - Dakar eus Pariz.
- 1999 : (betek an 28) Kornôg Europa, ha Frañs dreist-holl, tizhet gant barradoù gwallamzer (en tu-hont da 100 den lazhet).
- 2004 :
- ur pezh mell tsunami e gevred Azia (en tu-hont da 300 000 den lazhet).
- dilennet Viktor Iouchtchenko e penn Ukraina da heul an Dispac'h orañjez.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1883 :
- Maurice Utrillo (Maurice Valadon e anv gwir), livour gall († 5 a viz Du 1955 e Dax).
- Dom Alexis (Mathurin Presse e anv gwir), manac'h kisterkiat, adsaver Manati Boken e Plened-Yugon († 1añ a viz Du 1965 e Sant-Brieg).
- 1891 : Henry Miller, skrivagner amerikan († 7 a viz Mezheven 1980 e Pacific Palisades (Stadoù Unanet)).
- 1893 : Mao Zedong, politikour ha den-Stad sinaat († 9 a viz Gwengolo 1976 e Beijing (Sina)).
- 1931 : Roger Piantoni, melldroadour gall.
- 1933 : Owen Edwards, kinniger abadennoù skinwel ha rener kentañ ar chadenn S4C (Sianel Pedwar Cymru) e Kembre († 30 a viz Eost 2010 e ?).
Marvioù [kemmañ]
- 1458 : Arzhur III (dug Breizh) (° 24 a viz Eost 1393 e Sarzhav).
- 1860 : Yann-Vari de Lamennais, diazezour Urzh Breudeur Ploermael (° 8 a viz Gwengolo 1780 e Sant-Maloù).
- 1936 : Loeiz Mari ar Floc'h, lesanvet “Paotr ar Plakoù” pe “Plakoù”, skrivagner brezhonek (° 2 a viz Du 1867 e Bodiliz).
- 1985 : Dian Fossey, loenoniourez amerikan, ispisialourez war ar gorilhed (° 16 a viz Genver 1932 e San Francisco).
- 2007 : Yves Colin, bezhinaer, bet ijinet ar skoubidou gantañ evit dastum ar bezhin e bourzh ur vag-vezhina (° 1927).
Lidoù [kemmañ]
- Ilizoù kristen :
- sant Stefan, merzher
- sant Denez, pab.
- Iliz katolik roman
- sant Tazhe, diskibl da sant Ildud
- santez Tebi, merzherez, merc'h d'ar roue Brec'han
- Gouelioù broadel
- Slovenia : Devezh an Dizalc’hidigezh hag an Unvaniezh
- Devezh al Laouenan e Manav hag en Iwerzhon ("Lá an Dreoilín" en iwerzhoneg)