Kastell
En orin eo ur c'hastell (liester: kestell pe kistilli pe kastelloù) ur savadur e kerz un aotrou evit gwareziñ e c'halloud war e c'hladdalc'h ha chom en e c'houdor e-pad ar Grennamzer. Diwar al latin castellum eo bet deveret ar ger. Ur castellum (castrum bihan) a oa kreñvlec'h bihan al luoz roman. Meur a gastell roman e mein a zo bet adimplijet hag adsavet er Grennamzer (da skouer: kastell Brest), met muioc'h a zo bet freuzet evit sevel tiez.
Savet eo bet kestell kentañ ar Grennamzer e prenn, war ur savenn douar peurliesañ, da lavaret eo ur voudenn gastell pe voudenn gladdalc'h. Goude-se, war-dro an Xvet kantved, e vezent savet e mein ha kastell-kreñv a reer anezho.
E-pad an Azginivelezh e klaskas ar roueed c'hall sevel pe gempenn o c'hestell-kreñv aozet evit an difenn evit ma teufent da vezañ ul lec'h plijus ha koñfortus. Evel-se e savjont kestell eus ar vravañ war riblennoù al Liger.
Taolenn |
[kemmañ] En Europa
Hêr ar genkiz roman eo ar c'hastell europat, un atant lakaet da greñvlec'h gant mogerioù evit e wareziñ.
[kemmañ] Kastell dre vetaforenn
- Kastell-dour
- Kastell eost
- Kastell-karr
- Kastell-lestr
Ha framm ardivinkoù pe arrebeuri zo : kastell gwele.
Kastellad a vez graet eus
- ar gwernioù hag ar c'herdin a gaver a-us da bont-uhelañ ur vag-dre-lien.
- endalc'h ar c'harr a zo ur c'hastell a-us dezhañ : ur c'hastellad foen.
[kemmañ] Gwelout ivez
- Roll kestell Vreizh
- palez
- kastell-kreñv
- kreñvlec'h
- Kastell-Nevez
- kastell (lec'hanvadurezh)
- Châteauneuf, Newcastle, Neuenburg, Neuburg.
[kemmañ] Skeudennoù
[kemmañ]
Alamagn
-
Kastell Neuschwanstein, savet evit Loeiz II Bavaria, en XIXvet kantved.
[kemmañ]
Breizh
-
Fougères château2.jpg
Dor an Itron Varia - Kastell Felger
-
Tour Raoul Kastell Felger
[kemmañ]
Bro-C'hall
File:France cite de carcassonne chateau comtal2.jpg|Kêr Carcassonne a oa ur gêr mogeriet en Okitania.
File:Chateau-de-Gisors.jpg|Kastell Gisors e Normandi.
Image:Donjonvuegénérale.jpg|Châté Gaillard
Skeudenn:Cheverny 01.jpg
File:Famille de Roquefeuil - Chateau de Bonaguil.jpg|Kastell Bonaguil.
Image:Château Najac.jpg|Kastell Najac
[kemmañ]
Bro-Saoz
-
Kastell Windsor eo ti-annez ar rouanez Elesbed II, savet 900 vloaz zo.
-
Tour Londrez. An Tour Gwenn, karc'har Gruffudd ap Llywelyn, ha nouspet all.
[kemmañ]
Japan
File:OsakaCastle1.jpg|Kastell Osaka
[kemmañ]
Kembre
-
Kastell Cricieth, ma voe karc'haret Gruffudd ap Llywelyn Fawr hag e vab Owain Goch.