Owain Goch

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Owain ap Gruffudd, pe Owain Goch (Owain Ruz), marvet e 1282, a oa mab henañ Gruffudd ap Llywelyn Fawr‎, ur priñs eus rouantelezh Gwynedd, en hanternoz Kembre, en XIIIvet kantved, ha breur da Llywelyn Olaf ha da Dafydd ap Gruffudd. Ren a reas ur pennadig en un darn eus Gwynedd e deroù ar bloavezhioù 1250.

Bac'het[kemmañ]

Kastell Cricieth, ma voe karc'haret Owain Goch hag e dad
Tour Londrez, an eil karc'har anavezet gant Owain. Eno e oa prizoniad war un dro gant e dad Gruffudd ap Llywelyn.

Mab henañ Gruffudd ap Llywelyn Fawr e oa, ha mab-bihan da Llywelyn Fawr. Lakaet e voe er vac'h gant e eontr Dafydd ap Llywelyn, war un dro gant e dad, e Kastell Cricieth e 1239. Daou vloaz goude e voe roet an daou brizoniad d'ar roue saoz Herri III en devoa aloubet ar vro, ha bac'het e voent e Tour Londrez. Mervel a reas e dad o klask tec'hel eus an tour e 1244. Gant se n'hallas ket Herri gwaskañ kement war ar roue Dafydd ap Llywelyn pa n'halle ket implij e vreur Gruffudd enep dezhañ. Ha setu adkrog ar brezel etre Dafydd ha Herri e 1244. Dieubiñ Owain a reas neuze, gant esper e raje brezel d'e eontr. Met chom a reas e Caer, war an harzoù. Pa varvas Dafydd e miz C'hwevrer 1246, ha mab ebet dezhañ, e voe kemeret ar gurunenn gant e vreur Llywelyn.

Feur-emglev Woodstock[kemmañ]

Sinet e voe Feur-emglev Woodstock etre Owain ha Llywelyn ha Herri III.

Bac'het ha dieubet[kemmañ]

Kastell Dolbadarn, ma kreder e oa bac'het Owain

Goude lamet e vreudeur diwar e hent e c'hallas Llywelyn astenn domani rouantelezh Gwynedd ken na en em lede war Gembre tost penn da benn, ha ma kemeras an anv a Briñs Kembre. Bac'het e voe Owain adarre hag er vac'h e chomas betek 1277. Skrivet e voe al linenn-mañ gant ar barzh Hywel Foel ap Griffri, diwar-benn bac'hidigezh Owain:

Gŵr ysydd yn nhŵr yn hir westai / Un den zo en tour kouviad e-pad pell.

Daoust ma n'ouzer ket pelec'h e voe bac'het Owain e kav da istorourien zo e oa e kastell Dolbadarn e-kichen Llanberis.

Pa voe dieubet ez eas Owain da chom en e zouaroù ma varvas war-dro 1282.

Lennadurezh[kemmañ]

  • J. Beverley Smith (1986) Llywelyn ap Gruffudd: Tywysog Cymru (Gwasg Prifysgol Cymru, Cardiff)