Kastell Cricieth

Eus Wikipedia
Rivinoù Kastell Cricieth
Ar c’hastell, war e dorgenn, dreist ar mor.

Kastell Cricieth zo ur c’hastell eus ar Grennamzer, savet war un dorgennig e-kichen Cricieth, e gwalarn Kembre, dreist ribl Bae Tremadog. Savet e oa bet gant Llywelyn ab Iorwerth, roue Gwynedd, met kemmoù brazik a voe degaset dezhañ war-lerc’h ma voe kemeret gant soudarded roue Bro-Saoz, Edouarzh Iañ, en XIIIvet kantved.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget e voe da sevel ar c’hastell er bloavezhioù 1230, da vare Llywelyn ap Iorwerth (Llywelyn Fawr), priñs Gwynedd. Labourioù all a voe graet da vare e vab-bihan Llywelyn ap Gruffudd er bloavezhioù 1260.

E 1283 e voe kemeret ar c’hastell gant ar Saozon, renet gant ar roue Edouarzh Iañ, e-pad e eil brezel a-enep Kembreiz (1282-1283). Kreñvaet e voe ar c’hastell gant Edouarzh Iañ. E 1294 en em savas Madog ap Llywelyn, a oa kar da Llywelyn ap Gruffydd, a-enep ar galloud saoz e Kembre. Meur a gêr a voe kemeret gant tud Madog ha kastell Cricieth, evel hini Harlech ha hini Aberystwyth, a voe lakaet seziz warnañ e-pad ar goañv. Ne gouezhas ket etre daouarn Kembreiz avat ha dieubet e voe diouzh ar seziz en nevez-amzer.

Implijet e voe ar c’hastell da doull-bac’h betek 1404, ar bloavezh ma voe kemeret gant aduidi Owain Glyndŵr. Neuze e voe diskaret ar mogerioù-kreñv ha c’hwezhet an tan er c’hastell.

Hiziv e c'haller gweladenniñ ar c’hastell, pe e rivinoù. Graet e vez war e dro gant Cadw, an aozadur a bled gant savadurioù istorel Kembre..

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]