Gruffudd ap Llywelyn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Ur pennad all zo diwar-benn Gruffudd ap Llywelyn, tad Llywelyn Ein Llyw Olaf, en XIIIvet kantved, anvet Gruffudd ap Llywelyn Fawr.

Gruffudd ap Llywelyn (war-dro 10075 a viz Eost 1063) a oa roue e meur a rouantelezh e Kembre adalek 1055 betek e varv, ken e teuas a-benn d'o unvaniñ. Roue ar Vrezhoned a vez graet anezhañ en Annals of Ulster hag e Brut y Tywysogion.

Mab henañ Llywelyn ap Seisyll e oa Gruffudd, ha mab-bihan da Varedudd ab Owain. E dad a oa bet o ren e Rouantelezh Gwynedd hag e Rouantelezh Powys. E-touez e hendadoù e oa Rhodri Mawr, Hywel Dda hag Anarawd ap Rhodri eus Gwynedd. Daoust da se ne oa ket eus skourr rouaned Gwynedd, diskennidi Idwal Foel.

Roue Gwynedd ha Powys 1039-1055[kemmañ]

Lazhet e voe Iago ap Idwal ap Meurig en un irienn e 1039, tec'hel a rankas e vab Cynan ap Iago, pevar bloaz bennak dezhañ, da Iwerzhon. Gruffudd a oa deuet da vout Powys a hastas neuze lakaat e grabanoù war Rouantelezh Gwynedd. Trec'h e voe war arme Saozon Mercia e Rhyd y Groes, e-kichen Y Trallwng, lazhañ a reas o fennbrezelour Edwin, a oa breur da Leofric, kont Mercia.
Neuze e aloubas Deheubarth e 1043, ha faezhañ ar roue Hywel ab Edwin en Emgann Pencader. Goude e skrapas e wreg digant Hywel. Moarvat e oa deuet a-benn da gas Hywel kuit eus ar vro rak gouzout a reer e teuas Hywel en-dro e 1044 gant ur morlu danat en aber ar stêr Tywi. Trec'het e voe Hywel avat ha lazhet en un emgann tal-ouzh-tal gant Gruffudd. Adkollet e voe Deheubarth e 1047 avat.
Gruffydd ap Rhydderch eus Rouantelezh Gwent a gasas Gruffydd ap Llywelyn kuit eus Deheubarth e 1047 hag a voe anvet roue Deheubarth e-unan, goude da uhelidi Ystrad Tywi arsailhañ ha lazhañ 140 eus koskor Gruffydd ap Llywelyn. Derc'hel penn a reas ouzh meur a argadeg a-berzh Gruffydd ap Llywelyn er bloavezhioù goude.
Gruffydd ap Llywelyn a gasas ivez meur a argadeg en tu all d'an harzoù gant Bro-Saoz evel e 1052, pa argadas Herefordshire ha pa drec'has un armead Normaned ha Saozon unanet, nepell diouzh Leominster.

Emglev a reas gant Mercia ha lakaat kêr saoz Hereford en arigrap e 1055. Er bloaz-se en-eeun ec'h adkemeras Deheubarth, e tisklerias bezañ mestr war Gwent ha Morgannwg, ha ne voe ket enebet gant ar Saozon. E lez a stalias e Rhuddlan, a oa e dalc'h Mercia betek-henn, hag aloubiñ a reas Cheshire.
Gallout a reas Gruffydd ober emglev gant ar roue saoz Edward ar C'hofesour, met n'hallas ket mirout ouzh arsailhadennoù Harold Godwinsson, a voe roue Bro-Saoz war e lerc'h. Ne oa Harold nemet baron Wessex c'hoazh. Lazhet e voe gant e soudarded, kaset e voe e benn da Harold, ha rannet Kembre etre e ofiserien.
Hervez Brut Wlster eo gant Cynan ap Iago, tad Gruffudd ap Cynan, e oa bet lazhet.

Roue Kembre 1055-1063[kemmañ]

E 1055 e voe trec'h Gruffydd ap Llywelyn war e enebour Gruffydd ap Rhydderch hag ec'h adkemeras Deheubarth.

Barzh[kemmañ]

Hervez Llyfr Dydd y Farn, e oa ur barzh anvet Berddig e lez Gruffudd ap Llywelyn e kastell Rhuddlan.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dimezet e oa Gruffydd da Edith Mercia (Ealdgȳð), merc'h da Ælfgār, ha bugale o doe:

Goude e varv[kemmañ]

Goude marv Gruffydd e timezas Harold d'e intañvez Ealdgyth, a adintañvezas tri bloaz goude. Rannet e voe ar rouantelezh adarre. Emglev a voe etre Bleddyn ap Cynfyn hag e vreur Rhiwallon ha Harold ha kemer a rejont Gwynedd ha Powys. Neuze, pa voe lazhet Harold en Emgann Hastings e 1066, en em gavas an Normaned dirak ur vro vrezhon enni meur a rouantelezh e-lec'h unan hepken. Gruffudd en doa daou vab a en em gannas e 1069 ouzh Bleddyn ha Rhiwallon en emgann Mechain evit klask adkemer rouantelezh o zad. Trec'het e voent, an eil a voe lazhet en emgann hag egile goude.

War e lerc'h[kemmañ]

Abaoe pemp kantved e oa Kembreiz o komz o yezh, o vevañ gant o sevenadur hag ar memes relijion, ha dindan ar memes lezennoù war vetek nebeut. Petra bennak ma oa deuet rouaned zo a-benn da unvaniñ meur a rouantelezh (betek an tri-c'hard a-wechoù) eo eñ an hini kentañ a unvanas Kembre evel m'hec'h anavezer hiziv. Pa varvas e voe rannet e impalaeriezh en isrouantelezhioù ha ret e vo gortoz kant vloaz bennak hag amzervezh Llywelyn Fawr evit unvaniñ Kembre adarre.

Lennadurezh[kemmañ]

  • John Edward Lloyd (1911) A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co.)
  • Remfry, P.M., Annales Cambriae. A Translation of Harleian 3859; PRO E.164/1; Cottonian Domitian, A 1; Exeter Cathedral Library MS. 3514 and MS Exchequer DB Neath, PRO E (ISBN 1-899376-81-X)
  • John Davies A history of Wales (Penguin Books) ISBN 0-14-014581-8
  • Ancestral Roots of Certain American Colonists Who Came to America Before 1700 by Frederick Lewis Weis, Lines: 176-2, 176A-4, 177-1

Pennad kar[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]


Titloù rieg
En e raok 
Iago ap Idwal ap Meurig
Roue Gwynedd
10391063
War e lerc'h
Bleddyn ap Cynfyn
Roue Powys
10391063
En e raok 
Hywel ab Edwin
Danvez Roue Deheubarth
10431047
War e lerc'h
Roet e voe an titl da
Gruffudd ap Rhydderch
En e raok 
Meurig ap Hywel
Roue Gwent
10551063
War e lerc'h
Cadwgan ap Meurig
En e raok 
Gruffudd ap Rhydderch
Roue Morgannwg
10551063
Roue Deheubarth
10551063
War e lerc'h
Maredudd ab Owain ab Edwin