Kastell Brest

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kastell Brest er foñs (fest ar bigi dre lien e Brest e 2004).

Emañ Kastell Brest er gêr a zo hec'h anv Brest ivez, e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh e Bro-C'hall. Lec'hiet eo e genoù ar stêr Penfell war riblenn unan eus al lennoù-mor ledanañ er bed, hini Vrest. Staliet eo en e greiz ar prefeti ar mor evit Mor Atlantel hag ur rann eus Mirdi ar Verdeadurezh gall. Meur a velioù diabarzh ha diavaez a zo bet test eus pouez ar c'hastell-kreñv-mañ evit seveniñ ar galloud milourel, ken e veze kredet, er Grennamzer e oa dibosubl kemer anezhañ hag ur bomm a veze distaget : "N'eo ket mestr Breizh neb n'eo ket mestr Brest". Ar c'hronikour Jean Froissart, er XIVvet kantved, en doa merzet e oa aze "ur "moult fort chastiel" (ur c'hastell kreñv-tre).

Istor[kemmañ]

Ur perzh a-bouez bras a zo bet gant kastell Brest p'emañ en ul lec'h bet evit ar wech ur plas kreñv pe sez ur veli vilourel a-hed triwec'h kantved.

Tu zo da grediñ zoken e oa dija ul lec'h kreñv pell a-raok ma voe savet ar c'hastell galian-roman a weler un tamm moger anezhañ ensterniet e-barzh moger-difenn an Norzh.

Lec'hiet eo ar c'hastell war ur grec'hienn difennet gant an dour mor war dri zu, war skouer ar seurt lec'hioù kreñv a veze savet e penn al ledenezioù e-kerz Oadvezh an Houarn. Diouzh tu an douar e veze savet ur voger gant mein ha prenn. Anvet e vez al lec'hioù-mañ oppidomoù stanket.

Kavet ez eus bet war meur a ledenez roudoù eus ar savadurioù-se , e Beuzeg-ar-C'hab da skouer (ledenez ar C'hastell-kozh) pe e Ploulec'h (lec'hienn ar Yeoded, houmañ e genoù ar Leger, dres evel m'emañ hini Brest e genoù ar Penfell).

Deiziet eo bet bezañs ar C'halianed-Romaned diwar pezhioù-moneiz dindan anv an impalaer Postumus (193-211 goude Krist)) hag e klot mat gant neuz ar voger c'halian-roman hag a zo bet adkavet a bep eil gant liveoù mein greuneg (pe gneiss) ha brikennoù kempennet diwar patrom an drein-pesk, ur patrom na weler ket implijet a-raok penn an eil kantved.

Ar c'hastell galian-roman a seblant bezañ bet unan eus ar re vrasañ er mare-se pa oa graet gant ur voger bevac'hornek , un daouzegad tourioù a-bep tu.

Hervez Léon Fleuriot (gwelet "Origines de la Bretagne, Payot, 1987), ment ar c'hastell galian-roman a c'hell diskouez e oa Brest al lec'h kreñvañ e Keoded an Osismied betek fin an impalaerouriezh roman e Breizh. E div pe deir destenn savet war-dro an 8vet hag an 9vet kantved e seblant eo bet dilec'hiet sez ar galloud lec'hel evit kas anezhañ da Gastell-Paol. N'ouzer ket re vat perak eo bet divizet an dra-se, met marteze e pouezhe kreñv morlaeron Iwerzhon pe Skandinavia war bastell-vro Brest pe c'hoazh e oa bet kemeret ar c'hastell gant ar Vandaled pe ar C'hoted pe an Huned war-dro 452.

Marteze ur seurt degouezh en deus rediet an eskob sant Paol Aurelian da gas sez relijiel ha politikel ar gêr anvet "Legio" (pa vije bet Brest goudor ul lejion roman) da Castrum Pauli, da lavaret eo Kastell-Paol. Un toull a zo en testennoù istorel ha 4 c'hantved pelloc'h e lenner e Kronik an Naoned e oa bet muntret Roue Breizh Salaun e 875 pa oa o tont eus un "oppidom anvet Bresta".

E 1064 pe 1065, kont Leon, Morvan II, e bennlec'h e Lesneven, a zeu evit adsevel mogerioù ar c'hastell ha sevel evit e lojeiz un tour-meur war unan eus ar c'hognoù. Er gêr gloz endalc'het er c'hastell e sav ivez ur chapel dindan anv Itron an Drugarez.

E 1194, p'emañ ar c'hastell dindan beli konted Leon c'hoazh, eo bet lakaet e goudor ar priñs yaouank, Arzhur Iañ a Vreizh, mab da Jefrez Plantagenet ha pennhêr an dugelezh, a-raok ma vo-eñ muntret gant e eontr, Yann Dizouar, roue Bro-Saoz.

Da vezañ kendalc'het


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.