Jean Froissart

Eus Wikipedia
Delwenn Jean Froissart e porzh Mirdi al Louvre.

Jean Froissart (war-dro 1337 – war-dro 1405) a oa un istorour gall, unan eus ar re bouezusañ er Grennamzer e Bro-C'hall. Skridoù Froissart zo ur vammenn eus ar re wellañ evit studiañ istor ar Brezel Kant Vloaz, istor Bro-Saoz koulz hag istor Bro-C’hall er XIVvet kantved.

Genidik e oa Froissart eus Valenciennes, e kontelezh Hainaut. Mont a reas d’ar c’hloerdi. Ur barzh donezonet e oa ivez. Mont a reas da istorour ofisiel e lez ar rouanez Philippa de Hainaut, a oa da vezañ gwreg ar roue saoz Edouarzh III.

Beajiñ kalz a reas Froissart, da-heul Philippa, e Bro-Saoz, Bro-Skos, Kembre, Bro-C'hall, Flandrez, Spagn, Italia. E dibenn e vuhez, goude marv Philippa, e teuas da vezañ chaloni e Chimay, e kontelezh Hainaut.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo Froissart abalamour d’e Gronikennoù (Chroniques, 1400), dreist-holl. Testenn an oberenn-se a gaver e tremen 100 dornskrid enlivet gant meur a skeudennaouer. Dornskrid Lodewijk van Gruuthuse (Louis de Gruuthuse) eo an hini brudetañ eus an dornskridoù-se, embannet gant un noblañs eus Brugge, er bloavezhioù 1470. Er peder levrenn, miret e Levraoueg Vroadel Bro-C'hall, e Pariz, e kaver 112 skeudennig livet gant arzourien wellañ Brugge en amzer-se, dreist-holl gant Loiset Lyédet, oberour skeudennoù an div levrenn gentañ.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù gant Loyset Liédet, tennet eus Kronikennoù Froissart.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.