Kastell Ankiniz
MONUMANT ISTOREL |
---|
Mogerioù ar c'hastell |
Kastell Ankiniz zo ur c'hastell bet savet war lez al Liger, e kreiz kêr Ankiniz.
Savet e voe ar c'hastell kentañ er bloavezhioù 980, gant Gwereg, kont Naoned, hag e wreg Aremberge, evit difenn kontelezh Naoned ouzh hini Anjev. Savet e voe e stumm ur voudenn-gastell, da lavaret eo un tour prenn savet war un dorgennig. En-dro d'ar voudenn e oa ur foz hag ur peulgae, en-dro d'ur porzh graet evit reiñ bod da dud an trowardroioù. Abalamour ma oa war an harzoù etre Breizh ha Bro-C'hall ha ma oa lec'hiet brav war lez al Liger e teuas da vezañ ul lec'h a bouez da gontrolliñ an tremen war ar ar stêr koulz hag evit difenn marzoù Breizh.
Taget e voe ar c'hastell-se meur a wech, gant armeoù gall, breizhat pe saoz : e 1174 gant Herri II Plantagenêt, e 1214 gant Yann Dizouar, e 1230 gant Loeiz IX, e 1341 gant Charlez Bleaz, e 1468 gant Loeiz XI, e 1485 gant an dug Frañsez II, e 1490 gant an dugez Anna...
Eus ar XVvet kantved eo ar braz eus ar c'hastell a weler bremañ, ha mont a reer ennañ dre ur pont-gwint goloet hag un tremen kammigellek gant ur gloued. Al lodenn eus ar c'hastell zo graet evit an annez a weler warni merk an Azginivelezh.
Lakaet e oa bet Kastell Ankiniz war roll ar monumantoù istorel e 1977.