Penn-ar-Bed
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Penn-ar-Bed a zo un departamant eus Frañs hag unan eus pemp departamant Breizh. Krouet eo bet e 1790 diwar rannadenn proviñs Breizh etre pemp departamant. Ar prefeti a zo bet staliet e Kemper. Anvet eo bet diwar un anv kozh roet er Grennamzer da Veg Lokmazhe (e kumun Plougonvelen) bet kredet bezañ ar c'hornôkañ lec'h e kevandir Eurazia, houmañ lakaet da lodenn bennañ ar bed. Hiziv an deiz emañ perzh eus Rannvro Breizh. E ardamezioù a zispak ul leon (ardamez Bro-Leon) tal ouzh ur maout (ardamez Kemper) gant pemp erminig a-us (evit 5 departamant Breizh).
Taolenn |
[kemmañ] Istor melestradurel
- 27 a viz Genver 1790 - Diviz kannaded Breizh war harzoù departamant Penn-ar-Bed (rannadur Bro-Dreger koulz hag hini senesaliezh Karaez ha kanton an Arzhanaoù distaget diouzh Bro-Wened)
- 20 a viz Eost 1790 - Kemper lakaet da bennlec'h Penn-ar-Bed gant ar Vodadeg Vroadel Bonreizhañ a-enep tuidi Landerne
- 17 a viz Gouere 1793 - Goude m'eo bet kaset d'al lezvarn melestrerien Penn-ar-Bed emañ staliet ar C'hengor melestradurel e Landerne, met chom a ra an darn vuiañ eus ar paperennoù e Kemper adanvet "Montagne-sur-Odet"
- 22 Mae|22 a viz Mae 1794 - 26 melestrer Penn-ar-Bed dibennet e Brest evit bezañ bet kevrededourien
- 5 a viz Du 1794 - Kemper adlakaet da bennlec'h gant ar Goñvañsion Broadel
- 17 a viz C'hwevrer 1800 (28 Pluviôse, An VIII) - Lezenn war ar rannadur melestradurel e Bro-Chall : ur prefed lakaet e penn melestradurioù an departamantoù hag krouidigezh an arondisamantoù gant un isprefed war ar bazenn uhelañ - Roll an arondisamantoù : Kemper, Brest, Kastellin, Montroulez, Kemperle
- 1857 - Staget eo Lokunole da Benn-ar-Bed
- 1926 - Lamet eo Kemperle diouzh roll an arondisamantoù
- 1973 - Brest ha ar c'humunioù war he dro bodet er Kumuniezh kêrioù Brest
- 6 a viz C'hwevrer 1999 - Kentañ lezenn war bodañ ar c'humunioù e kumuniezhioù kumunioù - War ar prantad 2000-2003 e badas an divizoù a-raok ma vo goloet an holl departamant (n'eus nemet teir gumun chomet er-maez eus ur gumuniezh (Enez-Sun, Lokronan hag Enez-Eussa)
[kemmañ] Brezhoneg
51 kumun a zo ur skol divyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. [1]
[kemmañ] Ragistor
E Ploeneg eo bet kavet roudoù koshañ un tan oaled e Europa (deiziataet 400 000 bloaz).
[kemmañ] Istor
-
- Lodennet e voe departamant Penn-ar-Bed etre eizh bann; setu amañ o roll: Brest, Karaez-Plougêr, Kemper, Kemperle, Landerne, Lesneven, Montroulez ha Pontekroaz.
[kemmañ] Douaroniezh
- Kêrioù pennañ (pennlec'hioù melestradurel ha kêrioù muioc'h eget 10 000 annezad enno)
- Kemper (prefeti)
- Brest
- Douarnenez
- Gwipavaz
- Fouenant
- Kastellin (isprefeti)
- Kemperle
- Konk-Kerne
- Landerne
- Montroulez (isprefeti)
- Plougastell-Daoulaz
- Plouzane
- Ar Releg-Kerhuon

