Enez-Sun
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Enez-Sun | |
| Departamant | Penn-ar-Bed |
| Bro hengounel | Kerne |
| Arondisamant | Arondisamant Kemper |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro ar C'hab |
| Bro 'Voynet' | |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Pontekroaz |
| Kod INSEE | 29083 |
| Kod post | 29990 |
| Maer Amzer gefridi |
Jean-Pierre Kerloc'h 2008-2014 |
| Gorread | 60 ha = km² |
| Hed ha led | 48.03°, -4.83° |
| Uhelder | keitat : 6 m bihanañ : 0 m brasañ : 9 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 238 (2006) |
| Stankter | war-dro 410 |
Enez-Sun a zo un enezenn er c'hornôg da vBreizh hag ur gumun ivez. Suniz a reer eus annezidi Enez-Sun.
E kostez Leon e vez distaget "Sizun".
Taolenn |
Istor [kemmañ]
Dispac'h Gall [kemmañ]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Normant ha Le Guillou, kureed [1].
XXvet kantved [kemmañ]
Eil Brezel-bed: annezidi (tost 1 200 den d'ar mare-se) an enezenn o doa respontet en un doare ken entanet ha souezhus da c'halv ar jeneral de Gaulle bet klevet dre gwagennoù ar BBC-Skingomz.
- 4 den a oa aet kuit da vBro-Saoz kerkent ha d'an 19 a viz Even 1940 war bourzh ar vag Ar Zenith, Jean-Marie Menou he mestr-paramantour,
- Rouanez ar Mor (Prosper Couillandre he mestr) ha Vellada (Jean-Marie Porsmoguer he mestr), anv an div vag a yeas kuit eus an enezenn da vont da vBro-Saoz d'ar 24 a viz Even 1940,
- Corbeau des Mers (Pierre Couillandre he mestr), Maris Stella (Martin Guilcher he mestr) ha Rouanez ar Peoc'h (François Fouquet he mestr), anv an teir bag a yeas kuit eus an enezenn da vont da vBro-Saoz d'ar 26 a viz Even 1940. Kant pevarzek (114) Sunad en holl a oa e bourzh ar pemp bag-mañ a-barzh fin ar gont,
- 4 den all war bourzh ul lestr marc'hadour o loc'hañ eus Brest d'ar 25 a viz Even 1940,
- 6 den muioc'h, a-hiniennoù eus lec'hioù all,
- 5 martolod-pesketaer war bourzh ar Yvonne-Georges o loc'hañ eus Enez-Sun d'an 3 a viz Here 1943.
Da lâret eo 133 Sunad, etre 14 ha 54 bloaz...
D'ar 18 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet V6302 ha kodet PZ-W eus 53rd Squadron ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er mor nepell eus Enez-Sun; lazhet e voe he zri nijour, douaret e voe unan anezhe e Bered Kerfaotraz e Brest, ne voe ket kavet ar re all [2].
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
- Daou beulvan anvet "ar Bregourien".
- Ar porzh-pesketa, tourioù-tan, straedoù strizh, tiez ar besketaerien.
- Iliz eus an XIXvet kantved: delwenn gozh ar Werc'hez.
- Chapel rivinet Sant Kaourintin.
Livadenn [kemmañ]
Bezioù ar C'hommonwealth e bered nevez ar gumun [kemmañ]
| Bro | Niver a dud |
|---|---|
| 5 (Marin a genwerzh) | |
| 1 (Morlu) | |
| Dianv | 4 (Marin a genwerzh) |
| Hollad | 10 |
Al lestr-kenwerzh S.S. War Song a voe kaset d'ar strad gant tennoù ul lestr-spluj alaman d'ar 15 a viz Genver 1918, 19 kilometrad er c'hornôg d'an enezenn, e-pad ar Brezel-bed kentañ [3] [4].
Douaroniezh [kemmañ]
An douaroniour roman, Pomponius Mela, en deus meneget un enezenn a-dal d'ar promontorius Gobaeus. Lod o deus soñjet e c'hellfe anv Plougoñ dont eus al lec'hanv-mañ.
Deskrivañ a ra Pomponius Mela Sun evel ul lec'h ma vez kaset korfoù ar re varv dindan evezh an drouized.
Ul lodenn eus douaroù an Osismied e oa Enez Sun d'ar mare-hont. Emañ e 8 km rik er c'hornôg da Veg ar Raz e penn un enezeg n'eus annezer ebet warni nemet e Sun, an enezenn vrasañ. War unan eus ar c'harregoù-tarzh pellañ eo bet savet en XIXvet kantved tour-tan ar Maen.
Hec'h anv a zo ivez hini ar c'hab a zo en tu all d'ar Raz anvet ar C'hab Sizun (ar C'hab, e genoù an holl).
Rust eo ar mor el lec'hioù-se ma vev lod eus an enezourien eus ar beskerezh e-touez ar c'herreg-tarzh a anavezont mat.
Emdroadur ar boblañs 1962-2006 [kemmañ]
Niver a annezidi 
Melestradurezh [kemmañ]
Tud [kemmañ]
Gevelliñ [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (br) Enez-Sun war lec'hienn Geobreizh
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Kentañ veaj ar vag en enez Sun
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar Jeneral De Gaulle en enez Sun
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Homaj d'ar Jeneral De Gaulle en enez Sun
- L'Ouest en mémoire (Ina) - 50 vloaz goude galv ar jeneral de Gaulle
- L'Ouest en mémoire (Ina) - ur person en enez Sun
- Lec'hienn ar gumun
- Pajenn diwar-benn an enezenn war lec'hienn Urzh an Dieubidigezh
Dave ha notennoù [kemmañ]
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Enez Sun
|
|||||
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
