Park an Arvorig

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Logo Park an Arvorig

Ur bastell-vro, dezhi 172 000 hektar war 44 c'humun e Penn-ar-Bed eo Park an Arvorig. Krouet e oa bet e 1969 gant ul lezenn dindan anv Parc naturel régional d'Armorique (PNRA). E Bro-C'hall ez eus bet krouet 44 park naturel rannvroel evit ma vo gwarezet an endro hep ma vo difennet d'an dud bevañ ha labourat enno (ar c'hontrol bev eus reolennoù strizh a gaver er parkoù broadel).

Emellout a ra er Park 44 c'humun, rak lakaet eo bet kêr Vrest evel kumun kevreet e mare ar c'hrouadur hag 4 all a zo bet degemeret evel kumunioù kevreet : Landerne, Kastell-Nevez-ar-Faou, Karaez ha Kastellin.

Daveiñ a ra anv ar Park d'an Arvor, muioc'h eget d'an Arvorig hag a zo un anv kozh deuet eus an Henamzer ha roet da Vreizh a-raok ma teuas embroidi eus Enez Breizh-Veur. Ha gwir eo e ra ar mor ur gouriz da veur a gumun pa'z eus inizi hag inizigoù e-leizh (en-dro da Enez Eusa, Molenez hag Enez-Sun) hag ur c'hourenez vras, hini Kraozon.

Liammoù diavaez[kemmañ]