Bro-Leon

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Kartenn Bro Leon
Kartenn Bro Leon

Leon, Bro-Leon a zo bet un eskopti betek 1790 (pa voe krouet an departamantoù) , hag a zo unan eus an 9 bro gozh istorel Breizh. Kastell-Paol e oa kêr-benn ar vro hag eno e oa ti an eskob.

Taolenn

[kemmañ] Douaroniezh

En em astenn a ra Bro-Leon en hanternoz departamant Penn-ar-Bed, a-hed aodoù Mor Breizh, adalek stêr Montroulez er reter betek ar Meurvor Atlantel er c'hornôg. Bevennet eo er c'hreistez gant Menez Are hag ar stêr Elorn. Brest eo ar gêr vrasañ.


[kemmañ] Istor

Gant ar manac'h Paol Aorelian e vefe bet kaset da Gastell-Paol sez eskopti Leon er VIvet kantved (eus Brest hervez Léon Fleuriot).

Darempredet e oa Kastell-Paol, kerbenn an eskob, gant pirc'hirined Tro-Breizh er Grennamzer.


[kemmañ] Yezh

Sellet e vez ouzh brezhoneg Leon evel ouzh unan eus an teir rannyezh a ya d'ober ar c'h-KLT.

[kemmañ] Liammoù


Nav bro hengounel Breizh Banniel Breizh
Bro-ZolBro-GwenedBro-GerneBro-LeonBro-NaonedBro-RoazhonBro-Sant-BriegBro-Sant-MaloùBro-Dreger