Bro-Dreger

Eus Wikipedia
Bro-WenedBro-WenedBro-GernevBro-LeonBro-DregerBro-Sant-BriegBro-Sant-MaloùBro-NaonedBro-ZolBro-RoazhonMeurvor Atlantel
  • ██ Lec'hiadur Bro-Dreger e Breizh
  • Banniel Bro-Dreger

    Bro-Dreger pe Treger (e galleg : Trégor pe Trégor(r)ois pe Tréguier) a zo unan eus nav bro diazez Breizh, hag a glot dre-vras gant an nav eskopti a oa bet e Breizh betek an Dispac'h gall, war-bouez un dek parrez bennak eus Bro-Dreger hag a oa stag ouzh eskopti Dol. Koshoc'h eo ar vro eget an departamantoù, a zo bet savet e 1790.

    Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E Gwalarn Breizh emañ Treger. Hiziv ec'h endalc'h e diriad lodenn Gornôg departamant Aodoù-an-Arvor hag ur bastellig-vro e biz departamant Penn-ar-Bed ("Treger Izel"). Teir dourredenn a yae d'ober an harzoù anezhi,

    Stêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    A gornôg da reter:

    A-hend-all, ouzhpenn Treger Izel, etre Kefleud ha Leger, e komzer ivez eus

    • Treger Vras etre Leger ha Treñv ;
    • Treger Vihan etre Treñv ha Leñv .

    Menezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Bevennet eo Bro-Dreger, er c'hreisteiz, gant Menez Are, eus eienenn ar C'hefleud da hini al Leñv (Kerchouan).

    Ar menezioù se a ra an disparti gant Bro-Gernev.

    Bro Dreger bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    127 kumun a-vremañ a ya d'ober Bro-Dreger istorel.

    Hervez niveradeg 2010 e oa 205 023 annezad[1] hag ur gorread a 2 251 km². Lannuon, Montroulez (glann dehou) ha Gwengamp eo ar c'hêrioù pennañ.

    Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Dont a rafe an anv eus Tri+*kor = Tri bagad.

    Gwelout breutadenn war bajenn Landreger.

    Istor eskopti Treger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Delwenn Sant Tual en iliz-veur Landreger

    Kêr-benn a-gozh Bro-Dreger eo Landreger, sez diazezer an eskopti.

    Diazezer an eskopti a zo bet, hervez an hengoun, sant Tudwal (Tugdual dre fazi), anvet ivez Pabu (Tad). P'eo unan eus ar seiz sant diazezer Breizh e oa Landreger war hent ar birc'hinrided a rae Tro Breizh. Bevañ a rae sant Tudwal er VIvet kantved hag eus Kembre e oa deuet. Roet e vije bet, gant e eontr Riwal, roue Domnonea, pe gant e genderv Derrog, un tamm douar evit ma vije savet un abati, hini Landreger. Daoust ma vije bet dilennet sant Tudwal da eskob e 532, ne gaver ket roud eus an eskopti a-raok an Xvet kantved. Er XIIIvet kantved e tap sant Erwan, barner-Iliz ha person, ganet er Vinic'hi, e-kichen Landreger, ur vrud a santelezh ken buan m'eo santelaet daou-ugent vloaz goude e varv e 1303.

    An eskob a zo staliet e Sant-Brieg bremañ a zo eskob Sant-Brieg ha Landreger diouzh e ditl ofisiel.

    Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 896 skoliad (10,6% eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

    Rannyezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Gwelet Brezhoneg Treger

    Giz Treger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Koef Treger, an doukenn, a veze kavet e-maez Treger a-wechoù, evel e kanton Kallag, e Kerne[3].

    Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. http://www.geobreizh.com/breizh/bre/sifrou-broiou.asp Sifroù Geobreizh (br)]
    2. Ofis Publik Ar Brezhoneg
    3. Marikavel
    Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.