Argoad
Eus Wikipedia
An Argoad a reer eus rannvroioù diabarzh Breizh.
[kemmañ] Gerdarzh
Savet gant ar rakger ar (ha n'eo ket ar ger-mell), hag ar ger koad.
Dont a ra ar rakger ar eus un araogenn gozh, a dalveze e-kichen hag a adkaver er ger arvor hag er c'hembraeg ar hag a vefe kar d'an araogenn c'hresianek παρα.
N'eo ket sklaer hag-eñ e teu an anv-se war-eeun eus ar brezhoneg pe eus ur stumm diwezhat eus ar galianeg.
[kemmañ] Douaroniezh
Ma 'z eus muioc'h a goadeier broioù ar C'hreiz Breizh (Koad Kenekan, Koad Pempont, Koad Loudieg, Koad Roazhon, Koad ar C'havr en o zouezh), ne greder ket mui e veze goloet Armorik ha Galia gant koadeier divent, rak hervez an hendraourien e veze lakaet da seveniñ darnvuiañ an douaroù en Henamzer.