Bro-Vigoudenn
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bro Vigoudenn)
|
|||
| Bro | Breizh | ||
| Kêrbenn | Pont-'n-Abad | ||
Taolenn |
[kemmañ] Gerioù
Lavaret e vez "ar Vro Vigoudenn", pe "Bro ar Bigoudenned". Eus ur paotr eus ar vro evez graet ur Bigouter, eus ur vaouez ur Vigoudenn (hervez ar ster strizh eo ur vaouez a zoug ar c'hoef bigoudenn)
[kemmañ] Banniel ar Vro-Vigoudenn
Banniel Breizh ha hini ar Vro Vigoudenn
Savet eo bet banniel ar Vro-Vigoudenn e 1992 gant Bernard Le Brun. Al livioù (ruz hag aour) zo hogos re livioù broderezh ar Vro-Vigoudenn, hag a zo orañjez hag aour.
An teir bandenn ruz a skeudenn tri c’hanton ar Vro-Vigoudenn hag an div vandenn aour an daou ganton kozh hag a oa kanton Pont-'n-Abad ha kanton Plogastell-Sant-Jermen.
An daou erminig ruz warn-ugent hag a zo en tu kleiz d'ar skeudenn a zo arouezioù kumunioù ar Vro Vigoudenn.