Koad Pempont

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar c'hoad, etre ar Val sans Retour hag ar Miroir aux fées.

Koad Pempont zo ur c'hoad bras e Breizh, war an harzoù etre departamant an Il-ha-Gwilen ha departamant ar Mor-Bihan, en-dro da gumun Pempont.

Ar goadeg vrasañ a Vreizh eo, hag en em astenn a ra war 7 000 hektar. Er Grennamzer e oa kalz brasoc'h moarvat met diskaret e oa bet kalz gwez en amzer ma oa govelioù er vro (17vet, 18vet, 19vet kantved). Hiziv e kaver e-barzh gwez-derv, gwez-fav ha gwez rousinek a-leizh. Perc'hennet eo an darn vrasañ eus ar c'hoad gant perc'henned prevez ; ul lodennig anezhañ zo perc'hennet ha meret gant an "Office National des Forêts" (Ofis Broadel ar C'hoadoù).


Krediñ a reer ez eo eno e oa "Koadeg Breselien" (pe "Brekilien"), ar goadeg a reer anv anezhi e mojenn Arzhur.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Michel Denis, Grandeur et décadence d'une forêt : Paimpont du XVIe au XIXe siècle, Annales de Bretagne, n° 64, 3, 1957, pp 257–273.
  • L. Pouessel, Modifications de la structure agraire dans la forêt de Paimpont, Annales de Bretagne, n° 52, 1945, pp 101–107. Voir aussi le texte d'une conférence sur les forges et la forêt ; cote 52 J 162 Fonds Henri Fréville, Archives départementales d'Ille-et-Vilaine I and V.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.