Bro-Raez
Eus Wikipedia
Bro-Raez a zo ur vroig istorel e gevred Breizh, er c'hreisteiz d'al Liger.
Emañ Bro-Raez etre aber al Liger ha Geunioù Breizh, etre Bae Bourc'hnevez hag al Lenn Veur. Enni emañ kêrioù Pornizh, Pembo ha Machikoul (kêr-benn gozh ar c'horn-bro).
Istor [kemmañ]
En IXvet kantved e voe aloubet ar c'horn-bro gant armeoù ar Vretoned, renet gant Nevenoe hag e vab Erispoe, a voe trec'h war ar Franked etre 843 ha 851. Da-heul Feur-emglev Angers (851), skoulmet etre Karl Voal hag Erispoe e voe roet bro Raez, pe "Ratense", d'ar Vretoned.[1]
Ar baron Jili Raez, a damaller dezhañ bezañ muntret ha gwallet e-leizh a vugale vihan, a oa un denjentil eus Bro-Raez.
E-pad Brezel Vande, da vare an Dispac'h Gall, e oa ar c'horn-bro unan eus lec'hioù kreñv ar roueelourien.[2]
