Bro-Gerne
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
evit sterioù all, sell ouzh Bro Gerne (digejañ)
Kerne (pe Kernev), Bro-Gerne (pe Bro-Gernev) a zo unan eus "broioù" (eskoptioù kozh) Breizh. Kerneviz a vez graet eus an dud.
[kemmañ] Tachenn
Goleiñ a ra (dre vras) an div drederenn eus Su Penn-ar-Bed, un nebeud kumunioù eus ar Mor-Bihan (tro-dro da C'hourin) hag un toullad brav a gumunioù eus mervent Aodoù-an-Arvor (adalek Mur betek Menez Are). Kêr-benn ar gontelezh kozh hag an eskopti eo Kemper. Sellet e vez ouzh brezhoneg Kerne evel ouzh unan eus an teir rannyezh a ya d'ober ar c'hKLT (nemet n'eo ket sklaer ha peder rannyezh vrezhonek zo evit gwir evel ma lavarer).
Kenorin eo an anv "Kerne(v)"-se gant hini Kernev-Veur : "Kernow". Anv ar rannvro vreizhveuriek a zo bet roet en tu-mañ d'ar mor ivez, met n'ouzer ket perak eo bet doublet lies a anvioù bro e Breizh-Veur hag e Galia (Domnonea, da skouer, Devon). E latin e vez graet gant "Cornugallia", pe a-wechoù "Cornubia".
[kemmañ] Kerne hiziv
218 kumun a zo e Bro-Gerne an deiz hiziv (Niveradeg 1999 : 456 307 annezer. Gorread : 5 979 km²).
[kemmañ] Liammoù
| Nav bro hengounel Breizh | |
|---|---|
| Bro-Zol – Bro-Gwened – Bro-Gerne – Bro-Leon – Bro-Naoned – Bro-Roazhon – Bro-Sant-Brieg – Bro-Sant-Maloù – Bro-Dreger |

