Leger
Eus Wikipedia
Al Leger a zo ur stêr eus hanternoz Breizh. 59.8 km eo he hed eus an andon betek Lannuon, hag un aber 8.6 km betek ar mor, ar pezh a ra 68.4 km en holl[1]. Eieniñ a ra e "Penn Leger" etre Boulvriag ha Bulad. En em deurel a ra e Mor Breizh e Belleger. Treuziñ a ra kêrioù Benac'h ha Lannuon. He diazad doureier a ya d'ober 495 km² en holl. 5.08 m³ eo he fonnder etre[2].
Taolenn |
[kemmañ] Adstêrioù
- Ar Gwig
- Gwazhielgez
[kemmañ] Lennegezh
- Hiboud al Leger gant Anjela Duval.
[kemmañ] Levrlennadurezh
- Niverenn 19 "Taboulin" gouestlet d'al Leger, embannet gant TES.