Landerne
| Landerne | ||
|---|---|---|
Tier kozh war Pont Roc'han |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Bro Leon, Bro-Gerne | |
| Departamant | Penn-ar-Bed | |
| Arondisamant | Brest | |
| Kanton | Landerne (pennlec'h) | |
| Kod kumun | 29103 | |
| Kod post | 29800 | |
| Maer Amzer gefridi |
Patrick Leclerc 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-k. bro Landerne-Daoulaz | |
| Bro velestradurel | Bro Brest | |
| Lec'hienn web | Ti-kêr | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 15 231 ann. (2009) | |
| Stankter | 1 155 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | bihanañ 1 m — brasañ 175 m | |
| Gorread | 13,19 km² | |
|
|
||
Landerne a zo ur gumun eus Bro Leon ha Bro-Gerne e departamant Penn-ar-Bed, e Gwalarn Breizh. Penngêr kanton Landerne eo.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
Pont Landerne, savet war an Elorn, a reer anv anezhañ en ur skrid eus 1336. E 1510 e oa bet adsavet gant mein gant Yann II a Roc'han. Abaoe e reer pont Roc'han anezhañ. Da gentañ e oa war ar pont ur vilin, ur gored, ur chapel, un ti-gward hag ur prizon. En XVIIvet kantved e voe savet tiez-annez warnañ.
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Orin
A-gozh e sav diazezadur ur gêr e traoñ aber ar stêr Elorn. Seblantout a ra an anv Landerne dont pe eus Lann + Ternog pe eus Lann + Tenenan, a oa o-daou ermited eus ar seizhvet kantved. Anv a zo eus Landerne er paperoù ofisiel er boaz 1206. Gouzout a reer avat e oa annezet al lec'h gant Gallo-Romaned dre ma oa ur c'hroazhent a-bouez-bras en em gave aze a-drugarez d'ar roudour da vont eus an daou du eus ar stêr. Pemp hent kozh a zo : - Hent Montroulez, a dremene dre an ospital kozh hag ar Roc'h-Morvan ; - Hent Karaez, dre an ospital kozh ha krec'hienn kozh Penn-ar-C'hrann (hent ospital Ferdinand Grall bremañ); - Hent Kemper, dre straed Daoulaz ha Lannurvan ; - Hent Brest dre Gêrlaran ; - Hent Lesneven dre Beler.
[kemmañ] Henamzer
- Adalek ar Vvet kantved, ec'h en emgav ar Vrezhoned en Arvorig hag a annezas en draonienn. E-pad meur a gantved e voe gwarezet ar stêr Elorn gant kestell ar Roc'h-Morvan hag, izeloc'h, Gwarez-Laouen.
[kemmañ] Krennamzer
- Adalek penn-kentañ ar Grennamzer e oa Landerne perc'hentiezh tiegezh galloudus Leon hag e 1363 e voe hini tiegezh ar Roc'haned, dre un dimeziñ. An dimeziñ-se a verzer dre sellout ouzh ardamez kêr Landerne : al leon evit tiegezh Leon ha kroazvein evit tiegezh Roc'han.
[kemmañ] Amzerioù modern
- Dindan ren ar rouaned e oa ur gêr a-bouez rak kêr-benn Priñselezh Leon e oa. Meur a wech e voe gwallaozet ar gêr en abeg d'ar brezelioù : gant an Normaned, gant ar Saozon (Brezel Kant vloaz), gant Brezel an Ere ivez. Da vare an Dispac'h Gall e oa endeo ur geoded vihan a veve diwar Kenwerzh ar Mor, gant ur c'huzul-kêr, a veze kadoriet gant ur prokulor-sindik da gentañ ha goude-se gant ur maer, adalek 1692.
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh tri den eus Landerne, Paul Menac, François Leffait ha Mathieu Sizon, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz [1].
[kemmañ] Dispac'h Gall
- An Dispac'h ne voe ket fall evit Landerne rak frankizour e oa ar boblañs dre vras. Ar Gonvañsion a zivizas zoken ober eus Landerne kêrbenn departamant nevez-krouet "Penn-ar-Bed" (dezvad an 19 a viz Gouere 1793). Kement-se a badas 16 miziad hepken avat.
[kemmañ] Reverzhioù greantel
- A bep seurt atalieroù a voe digoret e Landerne da vare ar reverzhioù greantel.
Labouradegoù boujiennoù, soavon, bier, bangounelloù-burezh, ha dreist-holl ar Wiaderezh, "Société Linière du Léon", war hent Landivizio, he devoe betek 2500 micherour. An hent-houarn a gendaolas da ziorrenadur ar gêr dre he liammañ ouzh Pariz e 1865 hag ouzh Kemper e 1865.
[kemmañ] XXvet kantved
- Da heul ar brezel 14 e tigreskas ar boblañs e kêr e-pad ur pennad. Goude 1944 e kresk ar boblañs a-nevez.
- D'an 19 a viz Even 1940 e tegouezh al lu alaman e Landerne; difennet eo ar gêr gant 150 martolod gall ha 40 soudard eus an Troadegiezh Trevadennel. Goude teir euriad emgann e teu an Alamaned tre e kêr. Tri milour gall a zo lazhet, gant al Letanant-Lestr Jean Moreau, penn an difenn, en o mesk [2].
- D'an 23 a viz Gouere 1942 e kouezhas un nijerez Whirlwind marilhet P7060 ha kodet HE-? eus ar 263th Squadron eus ar Royal Air Force Volunteer Reserve e Landerne; lazhet e voe he levier [3].
[kemmañ] Un nebeud darvoudoù o deus merket istor Landerne
1336 Diazezadur an ospital, a voe dilec'hiet da straed an harluidi e 1660
1510 Pont Roc'han adsavet
1604 Savidigezh porched iliz Sant-Houarzhon
1607 Savidigezh tour iliz Sant-Tomaz
1664 Savidigezh ti Leurgêr ar Marc'had lesanvet bremañ "Ti an Dugez Anna", gwechall ti ar Sechenaliezh
1701 Savidigezh kouent an Ursuladezed, a voe implijet goude-se evel ospital, toull-bac'h, kazarn, ha bremañ lise (Lise an Elorn bremañ)
1728-1788 Adsavidigezh ar c'haeoù
1828 Ar Ganol
1860 Dibenn adsavidigezh iliz sant-Houarzhon, a oa a-raok e plas ar C'hredit Labour-Douar e-kichen ar Family. Dalc'het e voe ar porched (eus an Azginivelezh) hag an tour.
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1793-2007

[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg
- D'an 22 a viz Kerzu 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 28 a viz Genver 2005 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
[kemmañ] Deskadurezh
- Div hentenn divyezhek Div Yezh (168 e 2010), un hentenn divyezhek zo er skolaj hag el lise publik (226 en holl e 2011)
- Staliet eo Diwan Breizh e Landerne.
- Ur skol Diwan (47 e 2011).
- Ur skol brevez divyezhek Dihun a zo (80 e 2011).
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skol divyezhek 13,7% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [5].
- E distro-skol 2010 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 342 skoliad (14% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [6].
- E distro-skol 2011 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (kentañ derez, skolaj ha lise) 353 skoliad [7].
[kemmañ] Buhez foran
- An ti stummañ dibaouez Stumdi zo lec'hiet e Landerne.
- Ar Radio Arvorig FM a skign adalek Landerne.
- An ti embann Delioù zo staliet e Landerne.
- Divyezhek eo an holl banelloù e kreiz-kêr.
- Divyezhek eo ti-gâr Landerne.
- Bep bloaz e vez Gouel Kann al Loar e Landerne gant ur plas a-bouez roet d'ar brezhoneg: kenstrivadegoù lazoù-kanañ Kanomp Breizh, pezhioù c'hoari, kenskrivadegoù istorioù-berr a vez kinniget bep bloaz.
[kemmañ] Tud brudet
[kemmañ] Tud bet marvet eno
- Louis Harel de la Noë, ijinour breizhat, saver hentoù-houarn e Breizh, d'an 28 a viz Here 1931.
[kemmañ] Gweladennerien brudet
1373 : Gwesklin 1505 : Anna Vreizh 1681 : Vauban 1777 : Jozef II impalaer Aostria, breur Marie-Antoinette 1796 : Hoche 1834 : Victor Hugo 1858 : Napoleon III hag e wreg
[kemmañ] Buhez Etrebroadel
[kemmañ] Gevelliñ
Hünfeld (Alamagn) abaoe 1968.
Caernarfon (Bro-Gembre) abaoe 1992,
[kemmañ] Emglev mignoniaj
[kemmañ] Kevelerezh
Bam (Kongoussi) (Burkina Faso) abaoe 1977.
Mioveni (Roumania) abaoe 1989.
[kemmañ] E mod all
Landerne he deus resevet Plakenn Enor Europa Kuzul Europa e 2001.- Pagenn buhez etrevroadel ker Landerne.
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Dave ha notennoù
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Le Télégramme, 16 a viz Even 2010
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Ofis ar Brezhoneg
- ↑ Ofis ar Brezhoneg