Emsavadeg ar Bonedoù ruz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Emsavadeg ar Bonedoù ruz a oa un emsavadeg pobl c’hoarvezet e Breizh e 1675 ha kastizet garv gant gouarnamant ar Roue Loeiz XIV.
Digejañ a ra an istorourien daou varead :

  • Unan kentañ, c’hoarvezet e kêrioù bras reter ar vro, Roazhon dreist-holl, ha Naoned, e miz Ebrel 1675 hag anvet Emsavadeg ar Paper timbr, dre ma oa savet a-enep da daosoù berniet war an dud, en o zouez ar paper timbr lakaet da ret evit ober aktaoù.
  • E Breizh-Izel e voe reuz er maezioù, gant kouerien, hag anvet eo Emsavadeg ar Bonedoù ruz, dre ma veze gwisket ar beizanted gant bonedoù ruz (pe glas, kement-se a oa hervez al lec’hioù). E Kernev hag e Treger dreist-holl e voe freuz ha reuz, e miz Gouere hag Eost.

Tammoù reuz a savas er memes mare e kêrioù zo evel Dinan, Gwened, hag e Roazhon muioc’h c’hoazh.

Red an darvoudoù[kemmañ]

Klevet e vez ez eus bet un emsavadeg e Bourdel a-enep tailhoù ’zo (nebeut a dra e gwirionez). En em sevel a ra an dud e kêr Roazhon d’an 3 a viz Ebrel 1675 pa glevont ar c’heloù. Lakaet eo an arigrap war burevioù butun ha war burev ar paper timbr e Breujoù Breizh.
Kemend-all a c’hoarvez e Naoned, Gwened, Gwengamp, Dinan, h.a. Un emsavadeg kêr eo bet e penn kentañ eta. E penn an emsavadeg ez eus parlamantourien ha tud eus ar bobl. Arme ar roue, renet gant an dug de Chaulnes a zo karget da lakaat an urzh da ren en-dro. Kregiñ a ra an “adurzhiañ” e Naoned. Eno eo lakaet d’ar marv Goulven Salaun a oa e penn ar jeu.

Abegoù an emsavadegoù[kemmañ]

  • War greskiñ ez a atav an tailhoù lakaet war-sav gant ar galloud kreiz, ar Roue Loeiz XIV adalek 1670. Koulz an noblañs hag ar bobl a zo paket en afer-se. Pa vez lakaet war-sav « ur paper timbr ispisial evit an aktaoù gwiriañ ha justis » ha gwirioù nevez war ar milinoù, ar goredoù, hag ur bern traoù all c’hoazh, e klask Stadoù Breizh adprenañ Edidoù ar Roue en eskemm d’an hanter muioc'h eget o zalvoudegezh. Darn hepken a vez dilezet. Bloaz war-lerc’h e vez adsavet an edidoù-se hep goulenn nag ali nag aotre Stadoù Breizh.

Sevel a ra emsavidi all a-enep an noblañs hag an uhelidi, an taosoù, ar gwirioù-dreist. Goulenn a raent ivez difenn frankiz Breizh. Plantet e voe an tan ganto e manerioù hag e kastellioù ‘zo, ha devet dielloù.

Kodoù[kemmañ]

Lakaat a rejont a-wechoù o c’hoantoù dre skrid, anvet Code païsan, pe neuze c’hoazh e brezhoneg Pessovat (pezh zo a vat), ha sinet Torr e benn.

Skeudenn ar Bonedoù Ruz en amzer a-vremañ[kemmañ]

Lannarstêr, Bonedoù Ruz o vanifestiñ war ur pont d'ar Patrom:1añ a viz Meurzh 2014.

E 1975 e oa bet lidet 300 vloaz an emsavadeg, gant ar Strollad Komunour Gall, en doa aozet ur gouel e Karaez, ha gant Unvaniezh Demokratel Breizh en doa lakaet c'hoari dre Vreizh a-bezh ur pezh-c'hoari savet gant Paol Keineg, Le Printemps des Bonnets rouges, c'hoariet gant ur strollad eus Pariz, an Théâtre de la Tempête[1].

E 2006 en doa klasket Prefed Penn-ar-Bed mirout na vije skeudenn Sebastian ar Balp war panell vrudañ kêr g-Karaez war bord an hent bras.[2].

E 2013 e oa bet kemeret ar "Bonedoù Ruz" da arouez gant un emsavadeg evit "labourat, bevañ ha divizout er vro", hag a c'houlenn dilez an ekotaos da skouer. Gwisket e vez bonedoù ruz ganto e-kerzh ar manifestadegoù, evel e Kemper d'an 2 a viz Du pe e Karaez d'an 30 a viz Du 2013.

Levrioù[kemmañ]

  • Léon de La Brière, Madame de Sévigné en Bretagne, Éditions Hachette, Pariz, 1882;
  • Serge Duigou, La Révolte des Bonnets Rouges en pays bigouden, Éditions Ressac, Kemper, 1989;
  • Serge Duigou, Les coiffes de la révolte, Editions Ressac, Kemper, 1997.
  • Yves Garlan et Claude Nières, Les révoltes bretonnes de 1675, Éditions Sociales, Pariz, 1975;
  • Charles Le Goffic, Les Bonnets Rouges , Éditions La Découvrance, 2001;
  • Jean Lemoine, La Révolte du Papier timbré ou des Bonnets Rouges, Plihon, Roazhon, H. Champion , Pariz, 1898;
  • Jean Lemoine, Documents inédits relatifs à la Révolte du Papier timbré en Basse Bretagne en 1675, Bulletin de la Société archéologique du Finistère, 1896;
  • Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e-barzh Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (collection 10/18), Pariz, 1975;
  • Boris Porchnev , Les buts et les revendications des paysans lors de la révolte bretonne de 1675, embannet e-barzh Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (collection 10/18), Paris, 1975;
  • Armand Puillandre, Sébastien Le Balp - Bonnets Rouges et papier timbré, Éditions Keltia Graphic- Kan an Douar, Landelo-Speied, 1996.
  • Serge Duigou, La révolte des pêcheurs bigoudens sous Louis XIV, Editions Ressac, Kemper, 2006.
  • Michel Nassiet, Qui étaient les Bonnets Rouges ?, Skol Vreizh, 2013

-e brezhoneg:

Liamm diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]

  1. Jean-Jacques Monnier, Histoire de l'Union démocratique bretonne, Les cahiers du Peuple breton, niv. 7, Presse Populaires de Bretagne, 1998, p. 19
  2. Ur skeudenn eus ar banell-se