Karaez-Plougêr
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Karaez)
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Karaez-Plougêr | |
| Departamant | Penn-ar-Bed |
| Bro hengounel | Kerne - Poc'hêr |
| Arondisamant | Arondisamant Kastellin |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù ar Poc'hêr |
| Bro 'Voynet' | Bro Kornôg Kreiz-Breizh |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Karaez-Plougêr (penngêr) |
| Kod INSEE | 29024 |
| Kod post | 29270 |
| Maer Amzer gefridi |
Kristian Troadeg 2001-2014 |
| Gorread | 2 581 ha = 25 81 km² |
| Hed ha led | 48.28°, -3.58° |
| Uhelder | keitat : 104 m bihanañ : 69 m brasañ : 169 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 7 667 (2007) |
| Stankter | war-dro 296 |
Karaez, pe Karaez-Plougêr, zo ur gumun eus Breizh, pennlec'h kanton Karaez, ha kêr-benn Poc'hêr e Kerne.
E Penn-ar-Bed emañ, gennet etre tri departamant abaoe an dispac'h gall : Penn-ar-Bed, Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor, ar pezh zo bet drastus evit hec'h armerzh.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Dourbont roman
- Pont Toull Vihan
- Iliz-parrez Sant Treveur
- Iliz Sant Pêr, Plougêr
- Maner Kernigez
- Ti ar Senechal
- Pont ar Veilh Veur
- Kouent an Aogustined
- Kouent Karmez
- Kouent an Ospitalierezed
- Ar mirva henoniezh
- Plasenn an Tour d’Auvergne
- Chapel Santez Anna
- Kastell Kerampuilh
- Ar C’hastell Ruz
- Marc'h-tan kozh
- Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 1 (Aerlu) | |
| Hollad | 1 |
Mervel a reas d'an 13 a viz C'hwevrer 1943 e-pad an Eil Brezel Bed [1].
[kemmañ] Tud vrudet
[kemmañ] Tud bet ganet eno
- Vefa de Bellaing, bet ganet Geneviève (Jenovefa e brezhoneg) Charbonnier de Sireuil, songarourez, emsaverez yezh ha sevenadur Breizh ha barzhez (Soaz Kervahe hec'h anv-pluenn) 19 a viz Gwengolo 1909.
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1962-2006
Niver a annezidi 
[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg
- D'ar 27 a viz Gwengolo 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 14 a viz Meurzh 2005 e oa bet roet da gumun Karaez al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
- D'an 31 a viz Genver 2009 e oa bet roet da gumun Karaez al label Ya d'ar brezhoneg live 3.
[kemmañ] Buhez foran
- Unan eus ar c'humunioù e-penn a-raok evit lakaat ar brezhoneg war wel er vuhez foran eo Karaez abaoe ar bloavezhioù 1980 da nebeutañ. Bet eo ar gumun gentañ o staliañ panelloù heñchañ divyezhek, pa oa maer Jean-Pierre Jeudy. Gant Kristian Troadeg, maer abaoe 2001, ez eus bet graet ur c'hammed all war-raok ha votet ez eus bet un destenn politikerezh yezh a-unvouezh. Ur bodad trakêr a vod dileuridi eus Ofis ar Brezhoneg, kevredigezhioù brezhonek ar gumun hag hiniennoù kar-o-yezh zo bet savet dindan renerezh Visant Abaziou eilmaer brezhoneger e-karg eus ar sevenadur.
- E 1999 eo bet staliet sez Ofis ar Brezhoneg, benveg politikerezh yezh Rannvro-Breizh e Karaez, gant ar Rannvro.
[kemmañ] Deskadurezh
- Skolioù divyezhek a zo eno abaoe 1985.
- E 2006 e kaver Diwan hag an div hentenn divyezhek er gumun : Div Yezh ha Dihun. 13 % eus bugale kêr zo skoliataet e Diwan hag en deskadurezh divyezhek (21,49% er c'hentañ derez).
- E distro-skol 2009 e oa enskrivet e Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 23,3% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez [2].
- E Karaez eo bet staliet al lise Diwan kentañ e Breizh.
- E 2011 ez eus kaoz da serriñ an hentenn vrezhonek en eil derez er skolioù Stad.
- E distro-skol 2010 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 452 skoliad (23,2% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez) [3].
- Al lieszdegemer"Galipette" en deus sinet Live 1 karta Divskouarn.
- Al Lieszdegemer "La main dans la main" en deus sinet ul live tost ouzh live 1 karta Divskouarn.
[kemmañ] Gouelioù dibar
- Gouel an Erer Kozh, e miz Gouere
- Bagadañs, e miz Gouere
- Saloñs al Levrioù ha Romantourien Breizh, en diskaramzer
[kemmañ] Melestradurezh
[kemmañ] Gevellerezh
Gevellet eo kêr gant :
Oiartzun en Euskal Herria
Waldkappel en Alamagn
Carraig Mhacaire Rois en Iwerzhon
Dawlish e Bro-Saoz
Rijnwoude en Izelvroioù
El Arroub e Palestina
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (br) Lec'hienn an ti-kêr
- (br) Karaez-Plougêr war lec'hienn Geobreizh
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Daspun etrevroadel ar c'hoarioù kelted e Karaez-Plouguer 1990
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Gouel an erer kozh 1995
- L'Ouest en mémoire (Ina) - Ar spered Kreiz Breizh 1998
