Konan Meriadeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Konan Meriadeg, pe Conan Meriadec (Cynan Meiriadog en kembraeg) zo ur roue brezhon mojennel.

Ganet e vije en Enez Vreizh e dibenn ar IVvet kantved. Meneget eo e anv en danevell Breuddwyd Macsen Wledig (Hunvre Macsen), er Mabinogi : breur e oa da Helen, pried Macsen Wledig, pe Magnus Maximus.


Skridoù[kemmañ]

N'eus meneg ebet anezhañ e skridoù Nennius, Orosius, Bede, Gweltaz pe an istorourien frank evel Gregor Teurgn.

Kentañ meneg splann anezhañ hag eus krouidigezh Breizh a gaver e Buhez Sant Gurthiern, a zo e Kartular Kemperle, savet etre 1118 ha 1127. Menegoù all a zo e skridoù kozh a zo diasur o bloaziañ: al Livre des Faits d'Arthur zo anavezet dre un dornskrid eus ar XVvet kantved, implijet gant Pierre Le Baud, hag a vije bet savet entre 954 ha 1012, ha prolog ar Vita Goeznouei ( buhez Sant Goueznou) a vije eus 1019.

E vuhez hervez ar vojenn[kemmañ]

Ganet e vije en Enez Vreizh e dibenn ar IVvet kantved. E 384 e treuzas Mor Breizh gant Macsen hag e arme. Karget e vije bet gantañ da c'houarn Breizh, evel dux bellorum (penn-brezel), e penn e soudarded vrezhon, deuet eus Kembre, ha chomet e vije en Arvorig e-pad 26 vloaz.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Joël Cornette, Histoire de la Bretagne et des Bretons, tome 1, Des âges obscurs au règne de Louis XIV, Éditions Seuil, 2005
  • Laurence Mathey-Maille, Geoffroy de Monmouth. Histoire des rois de Bretagne. Belles Lettres. 1992.
  • Joseph Rio, Mythes fondateurs de la Bretagne, « Aux origines de la celtomanie », éditions Ouest-France, Rennes, 2000, (ISBN 2-73732699-0)