Historia Regum Britanniae
Historia Regum Britanniae, Istor Rouaned Breizh, eo al levr brudetañ, skrivet e latin, gant Jafrez Menoe, ur manac'h eus kêr Menoe e Kembre, en XIvet kantved.
Gant al levr-se eo bet brudet dre Europa mojennoù ar roue Arzhur ha marc'hegerion an Daol Grenn.
Kontañ a ra istor Enez Vreizh, abaoe donedigezh Brutus a Droja, mab da Eneas, betek marv Cadwallader er VIIvet kantved, war-lerc'h ober anv eus Kaezar, hag eus ar roue Arzhur.
Hervez ar skrivagner eo diazezet e oberenn war ul levr kozh a Gembre, met n'eu s ket kalz tud eo krediñ e vehe gwir. An darn vrasañ a zo diazezet war levr Nennius, eus an IXvet kantved, Historia Britonum, war ul levr all anvet Historia ecclesiastica gentis Anglorum, ha war levr Gweltaz De Excidio Britanniæ, gant un toullad mojennoù kembreat ha roman ouzhpenn [1].
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Thorpe, Kings of Britain pp. 14-19.