Jafrez Menoe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jafrez Menoe a voe penn-kaoz da vrud ar Roue Arzhur dre Europa

Jafrez Menoe (Galfridus Monemutensis e latin) zo ur manac'h pe ur beleg eus Kembre eus an XIIvet kantved, eskobet e fin e vuhez, ganet war-dro ar bloavezh 1100, marvet war-dro 1155, ha brudet evel istorour. Brud en deus abalamour d'e levrioù skrivet e latin, meneg enno eus Merzhin hag ar roue Arzhur, ha dreist-holl d'an Historia Regum Britanniae, da lavarout eo Istor Roueed Breizh, a voe bras e levezon.

Gwelet eo evel unan eus tadoù mojenn ar roue Arzhur ha war un dro, a-wechoù, evel kentañ istorour Breizh-Veur, un titl a zerefe muioc'h ouzh Gweltaz ha Nennius.

E anv[kemmañ]

Jafrez Menoe a vez graet anezhañ e brezhoneg, ha Sieffre o Fynwy e kembraeg, Galfridus Monemutensis e latin, ha Geoffrey of Monmouth e saozneg.

E vuhez[kemmañ]

Daoust ma n'ouzer ket pelec'h e oa ganet e kreder e oa e kêr Menoe e Kembre hag e oa deuet e dud eus Breizh. Gouzout a rae latin, galleg, saozneg ha brezhoneg[1]. Anaout mat a rae ar c'hornad bepred, ha deskrivañ a ra Caerleon (nepell alese) en Historia Regum Britanniae.

Studioù a reas en Oxford, ma reas anaoudegezh gant an arc'hdiagon Walter a Oxford. E 1152 e voe anvet da eskob Llanelwy (en hanternoz Kembre), dek devezh goude bezañ bet beleget, met ne greder ket ez eas di biskoazh abalamour d'ar brezelioù a oa neuze etre ar roue Owain Gwynedd ha roue Bro-Saoz. Mervel a eure tri bloaz war-lerc'h.


E oberennoù (e latin)[kemmañ]

Diwar-benn e oberennoù[kemmañ]

Prophetiae Merlini[kemmañ]

Kentañ levr a skrivas Jafrez a voe Prophetiae Merlini a voe skrivet a-raok ar bloaz 1135. Hennezh eo a levr kentañ savet diwar-benn an hudour Merlin, rak a-raok n'anavezed nemet "Myrddin" el lennegezh kembraek [2]. Kred a voe en diouganoù a oa el levr betek 300 vloaz war-lerc'h. [3]. Diwezhatoc'h e voe ebarzhet diouganoù all el levr. [4].

Historia Regum Britanniæ[kemmañ]

Vita Merlini[kemmañ]

Etre 1149 ha 1151 e voe skrivet Vita Merlini. Dastumet ez eus ennañ mojennoù diwar-benn Myrddin.


Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Léon Fleuriot Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne p. 25
  2. Bromwich Rachel, Trioedd Ynys Prydein: The Welsh Triads, Cardiff, 1978, p. 472 n.1.
  3. Parry y Caldwell. Arthurian Literature in the Middle Ages, p. 79.
  4. Luis Alberto de Cuenca: Historia de los reyes de Britania, Madrid, 1984, p. XII.

Levrlennadurezh[kemmañ]

  • Y Bywgraffiadur Cymreig hyd 1940 (Anrhydeddus Gymdeithas y Cymmrodorion, 1953)
  • Geoffrey of Monmouth. The History of the Kings of Britain. Translated, with introduction and index, by Lewis Thorpe. Penguin Books: London, 1966. ISBN 0-14-044170-0
  • Brynley F. Roberts. "Geoffrey of Monmouth, Historia Regum Britanniae and Brut y Brenhinedd". e-barzh The Arthur of the Welsh: The Arthurian Legend in Medieval Welsh Literature gant R. Bromwich, A. O. H. Jarman ha Brynley F. Roberts, pp. 97-116. (Gwasg Prifysgol Cymru, 1991).
  • John Jay Parry and Robert Caldwell. "Geoffrey of Monmouth" in Arthurian Literature in the Middle Ages, Roger S. Loomis (ed.). Clarendon Press: Oxford University. 1959. ISBN 0-19-811588-1
  • John Morris. The Age of Arthur: A History of the British Isles from 350 to 650. Barnes & Noble Books: New York. 1996 (originally 1973). ISBN 1-84212-477-3