Cadwaladr Fendigaid
Cadwaladr, pe Cadwaladr ap Cadwallon ( 633–682, roue adalek troioù 655), anvet Catuvelladurus er skridoù latin ha Cadwallader er skridoù saozneg kozh, anavezet ivez evel Cadwaladr Fendigaid ('Kadwalaer Benniget') a oa roue Gwynedd er VIIvet kantved. Hervez Historia Brittonum e oa Roue ar Vrezhoned .
Hervez Armes Prydain, ur varzhoneg eus an Xvet kantved, e oa ar Mab Darogan a deuje da zigabestrañ ar Vrezhoned ha d'o c'has d'an emgann enep ar Saozon, tre evel ar Roue Arzhur pe 'Owain' diwezhatoc'h, petra bennak ma chomas kreñv lec'h Cadwaladr e diouganoù Kembre.
Meneget eo ivez en oberenn Jafrez Menoe.
Hervez an Annales Cambriae e varvas gant ar vosenn e 682. Gouez da stumm kentañ Historia Brittonum eo e 663/664 e varvas gant ar vosenn met da neuze e vije kalz re hir ren e vab Idwal Iwrch.