Historia Britonum

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Historia Britonum, pe Historia Brittonum, zo anezhañ un dornskrid a zo bet savet pe dastumet gant Nennius, ur manac'h brezhon eus Enez Vreizh hag ennañ dihelloù o tennañ da istor an enezenn ha da hini Kembre pergen. Savet e vije bet kalonenn an oberenn, hervez an istorour Léon Fleuriot, war-dro 630 gant Rhun fab Urien, mab da Urien , roue Rheged, unan eus rouantelezhioù ar Vrezhoned e hanternoz Enez Vreizh. Soñjal a ra lod avat e c'hellfe bezañ bet savet diwar c'houlenn ur roue eus Kembre.
Brudet eo da vezañ ar c'hoshañ levr a denn da Istor Breizh-Veur. Taolet e vo evezh ne vez ket graet Britanni eus ar Vrezhoned ken, evel gant Kaezar pe Tacitus, met Britones, en daou du da Vor Breizh.

Dihelloù[kemmañ]