Lise Diwan Karaez

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Lise Diwan Karaez a zo bet al lise kentañ krouet gant Diwan. E Karaez emañ, e-kichen kastell Kerampuilh. Digoret e voe e miz Gwengolo 1994 er Releg-Kerhuon (Kerc'horr), evel ur seurt stagadenn eus Skolaj Diwan Roparz Hemon. Deuet eo da Garaez e miz Gwengolo 1999. Brudet e krog al lise-mañ da vezañ dre ma vez disoc'hoù mat-kaer en arnodennoù ar vachelouriezh c'hall, ar feur trec'hiñ a vez bepred etre 93 % ha 100 % a loreidi.

Krouet ez eus bet ur gevredigezh skolidi gozh anvet Diwanet.