Diwan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Logo kozh Diwan
Diwan.jpg

Ur rouedad skolioù, skolajoù ha lise e lec'h ma vez graet ar c'helenn e brezhoneg ez eo Diwan. Kevredigezhel, lik, digoust ha digor d'an holl ez eo ar skolioù Diwan. Krouet e voe ar skol gentañ e 1977, e 2014 e oa 35 skol, 6 skolaj hag ul lise, skoliataet 3 854 skoliad enno[1] (3,24% a gresk e-keñver ar bloaz a-raok). Kevredet eo an teir c'hevredigezh Dihun, Div Yezh ha Diwan a-benn diorren an c'helenn brezhoneg.

Perak ez eo bet savet ar skolioù Diwan?[kemmañ]

Dre ma ne oa ket nec'het politikerien ar vro nag ar re e penn ar Stad C'hall gant dazont ar yezh, ha dre ma ne oa lec'h ebet eviti en deskadurezh c'hallek eo e voe krouet skolioù Diwan gant un dornad stourmerien, dezho bugale en oad da vont d'ar skol.

Istor[kemmañ]

E Mae 1977 e oa bet krouet ar skol Diwan kentañ e Lambaol-Gwitalmeze. Rene An Hostis, soner, ezel er CGT hag en UDB o welet ne veze plas ebet evit ar brezhoneg er sistem kelenn gall a gendrec'has un dek bennak a familhoù, ar c'huzul kêr hag ar senedour Alphonse Arzel, da zigeriñ ur skol vamm e brezhoneg penn da benn. Er skol-vamm-se e voe evit kregiñ 5 bugel hag ur mestr-skol, Denez Abernot. Staliet e voe ar skol e savadurioù publik ur skol serret pemp bloaz a-raok, feurmet digant ar gumun adalek miz Kerzu 1976. Prientet e oa bet an digoradur-se hag ar re a zo bet en distro-skol war-lerc'h (Kemper, Brest, .....).

Ar skol-vamm-se a voe savet diwar batrom skolioù kevredigezhel Europa: Gaelscoileanna Iwerzhon, Ikastolak Euskadi, Calandretas Okitania, La Bressola Katalonia, hag all. Diskleriet eo bet ar c'hevarzhe kreiz e Prefeti Penn-ar-Bed d'an 17 a viz Ebrel. Un nebeud emvodoù etre tud Penn-ar-Bed ha tud all a oa bet dalc'het er sizunvezhioù a-raok, an hini diwezhañ e Kastellin. Lakaet e voe Gweltaz ar Fur da brezidant (betek 1980), Jean-Christophe Bozeg da sekretour hag Anna-Vari Chapalain da deñzorerez. War-lerc'h Gweltaz ar Fur, e voe tro Rene an Ostiz da vont da brezidant Diwan betek 1986, ha da heul e voe tro Andre Lavanant, seketrour ar gevredigezh e 1980, teñzorer e 1981 ha 1982, ha prezidant eus 1983 betek 1989 hag eus 1991 betek 1997.

Kaoz a oa bet reiñ Garm evel anv d'ar rouedad, met skeudenn ar blantennig o tont a-rez d'an douar a oa kavet gwelloc'h pa embanne promesa reneveziñ implij ar brezhoneg gant ar remziadoù nevez. Hiziv eo deuet ar c'hevarzhe Diwan Breizh da vezañ ur rouedad kelenn, enni skolioù-mamm, skolioù, skolajoù hag ul lise (e Karaez-Plougêr). Kavet e vez skolioù e 5 departamant Breizh, mui ur skol (skol-vamm hag ur skol kentañ derez) e Pariz.

Skolioù brezhonek a-raok re Diwan[kemmañ]

Er bloavezioù 1890 e talc'he ar gouarnamant gall da herzel ouzh implij ar yezhoù rannvroel en deskadurezh. Rebechet groñs e voe da vistri-skol zo terriñ ar reolenn zibleg "deskiñ e galleg nemetken", goude ma veze dic'hallek a-grenn ar vugale skoliataet . Daou esae sevel un deskadurezh vrezhonek a zo bet renablet :

Kresk[kemmañ]

Ur skol-vamm a oa da gentañ hepken e 1977, savet war batrom skolioù damheñvel en Euskadi hag e Katalonia. Goude digeriñ meur a skol-vamm e voe krouet ar c'hentañ skol kentañ derez e 1980, ar c'hentañ skolaj e Brest e 1988 hag ar c'hentañ lise e 1994 er Releg-Kerhuon e-tal Brest.

Deiziadoù[kemmañ]

Statud[kemmañ]

O klask war-lerc'h ur statud publik[kemmañ]

Hiriv an deiz (2008) emañ ar skolioù Diwan gant ur statud prevez, o vont en-dro gant yalc'hadoù an aozadurioù lec'hel ha skoazell tud.

E 1972, ar program boutin, sinet gant ar strollad sokialour, ar strollad komunour ha strolladoù all an tu kleiz a bromete : "Holl rannoù an deskadurezh diazez hag ul lodenn vras eus an deskadurezh peurbadus a vezo bodet en ur servij publik ha lik stag ouzh ministrerezh an Deskadurezh Stad".

En hevelep doare e kinnig François Mitterrand e-kerzh dilennadegoù prezidantel 1981, lakaat e plas "ur servij bras publik unanet ha lik en Deskadurezh Stad", pal hennezh o vezañ "degemer an holl skolioù hag o implijidi", ar pezh en defe degaset Diwan da vezañ enbarzhet en deskadurezh publik.

Hogen, ar raktres Savary "stag ouzh an darempredoù etre ar Stad, ar c'humunioù, an departamantoù, ar ranvroioù, hag ar skolioù prevez" a voe dilezet e 1984. Padal, e resev ar gevredigezh adalek 1983 skoazelloù digant ar Stad.

E 1986 ez eo sinet ur raktres enbarzhañ 31 skolaer gant ministrerezh an Deskadurezh Stad. Buan a-walc'h padal ez eo lakaet e kaoz ar raktres-se. E 1988 ez eo sinet un emglev o lakaat sklaer mont en-dro ar skolioù Diwan, perzh arc'hantel ar Stad, an aozhadurioù lerc'hel ha Rannvro Breizh. Diwar neuze ez voe kemeret e karg dek skolaer. E 1990, ur c'hoñveñsion nevez sinet gant an Deskadurezh Stad a gemeras e karg 51,5 post gant ar statud mistri gant kontradoù. E 1993, un emglev frammañ a lakaas a nevez koñveñsion 1990. Titlet e voe 3 skolaer da skolaer publik, ha 6 all da vestr ar skol. Abaoe 1994 ez eus eus kontradoù kevredigezh etre an Deskadurezh Stad ha Diwan.

An 28 a viz Mae 2001, ministr an Deskadurezh Stad Jack Lang ha prezidant Diwan, Andrew Lincoln, a sin e Roazhon ur protokol evit tremen ar skolioù Diwan dindan statud publik, ha se a enep da Guzul uhelañ an Deskadurezh Stad (0 evit, 32 a-enep, 8 neptu, 1 n'en deus ket kemeret perzh er vot). Sindikadoù skolaerien az a a-enep d'an emglev hag a c'houlenn gant ar C'huzul Stad terriñ an emglev. Nac'het ez eo an emglev gant hennezh war zigarez an hentenn implijet dre soubidigezh a zo a enep d'al lezenn ha d'ar vonreizh, war ziazezoù ar pennadoù L. 121-3 et L. 312-10 eus kod an deskadurezh, eus pennad 1 lezenn ar 4 a viz Eost 1994 hag ar pennad 2 eus ar vonreizh, kemmet da vare sinadur feur emglev Maastricht: "Yezh ar republik a zo ar galleg". Prometet e oa bet d'ar mare-se ne vefe ket implijet al lezenn a-enep d'ar yezhoù rannvroel.

Herzel a ra an diviz-se ouzh Diwan bezañ degemeret en deskadurezh publik, war abeg e zivyezhegezh dre e hentenn dre soubidigezh. Padal, n'ez a ket a-enep an deskadurezh divyezhek gant un deskadurezh kempouez en div yezh (par an eurvezhioù kelenn), evel ma 'z eo testennekaet gant mennad an 12 a viz mae 2003 "Stag ouzh ar c'helenn divyezhek er yezhoù rannvroel, gant eurioù kelenn par, er skolioù hag er rannoù "yezh rannvroel" er skolajoù hag el liseoù".

Publik pe kevredigezhel[kemmañ]

E diabarzh Diwan ez voe enebiezhioù etre ar re a felle dezho e vefe staget Diwan ouzh an deskadurezh publik, difennet gant Andrew Lincoln prezidant abaoe 1997, hag ar re a felle dezho derc'hel ur statud kevredigezhel. Abalamour d'an enebiezh diabarzh-se e tilez e garg, ar 24 a viz du 2002, kuzul merañ Diwan, e-kerzh ur vodadeg meur dreistordinal e Gwerliskin. Eno e voe taget politikerezh Andrew Lincoln.

Teñzorer kozh ar gevredigezh, Michel Le Tallec, e penn ar strollad "bodañ Diwan" hag a enebe ouzh ar renerezh kozh, a voe dilennet d'ar 1 a viz Kerzu da brezidant Diwan gant burev ar gevredigezh.


Diwan hag al levrioù[kemmañ]

Skolioù brezhonek estreget Diwan[kemmañ]

Estreget skolioù Diwan, n'eus ket a skolioù brezhonek e Breizh. Bez ez eus klasoù divyezhek avat,

  • e deskadurezh ar Stad c'hall, gwarezet gant ar gevredigezh Div Yezh, a vod tadoù ha mammoù ar c'hlasoù-se;
  • en deskadurezh katolik, gwarezet gant ar gevredigezh Dihun Breizh

Enebourion Diwan[kemmañ]

    • Aozet e oa ar c'hendiviz un tamm a-raok ar voterezh er parlamant gall dibar-benn gwareziñ ar yezhoù bihan er vonreizh.
  • Klask louzañ Diwan a vez graet gant tud zo e-barzh ar Genrouedad:

Mélenchon, ur senedour enep Diwan[kemmañ]

Jean-Luc Mélenchon, senedour ha kenaozer an diviz meneget uheloc'h, a zo brudet e gomzoù enep Diwan hag ar brezhoneg.

    • E 2001: "Diwan, une école contraire à l'idéal laïque" [4]
    • E 2008: "C'est une secte !" [5] [6]

Ar skolidi gozh bodet er gevredigezh Diwanet:[kemmañ]

Diwanet.jpg Abaoe ar bloavezh 2004 ez eus eus savet ur gevredigezh hervez lezenn 1901 hag a stroll ar skolidi bet e Diwan, Diwanet hec'h anv.

Darvoudoù[kemmañ]


Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavez[kemmañ]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Ouest-France
Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.