Osismied

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn ar pobloù galian a oa o vevañ e tiriad Breizh a vremañ:

██ Osismied

██ Weneted

██ Kuriosolited

██ Riedoned

██ Namneted

Pezhioù moneiz osismi.

An Osismied (Osismii e latin) a oa unan eus pobloù galian Arvorig.

Anv anezho a ra ar moraer gresian Pytheas gant an anv Ostimioi. Edont o vevañ e-kichen ur c'hab Kabaion hervezañ. N'ouzer ket hag-eñ e oa Beg ar Raz pe Penmarc'h ar c'hab-se. O anv a dalv pe ar re uhelañ pe ar re eus penn ar bed. Er c'hontrol d'ar braz eus an anvioù pobloù galian all eo aet o anv da get en deiz a hiziv el lec'hanvadurezh.

Bro an Osismied e oa an douaroù a zo Kernev, Leon, Treger ha Goueloù bremañ.

Kêrioù[kemmañ]

E Karaez e oa kêr-benn an Osismied, ha Vorgium e oa hec'h anv latin, savet gant ar Romaned. Ur gêr all o doa, e Vorganium (e Gwineventer e-kichen Landerne), hag un oppidum er Gozh Yeoded e-kichen Lannuon.

Istor[kemmañ]

Kavet e vez menegoù anezho e-barzh testennoù an skridaozerien-mañ : Kaezar, Plinius an Henañ, Strabon.

Kemer a rejont perzh en emsavadeg ar Weneted e 56 kent JK hag Osismied a oa en arme deuet war sikour Verkingetoriks sezizet en Alesia.

Pennad kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]