Lannejenn
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Lannejenn | |
| Departamant | Mor-Bihan |
| Bro hengounel | Kerne |
| Arondisamant | Arondisamant Pondi |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro ar Roue Morvan |
| Bro 'Voynet' | Bro Kornôg Kreiz-Breizh |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton ar Faoued |
| Kod INSEE | 56105 |
| Kod post | 56320 |
| Maer Amzer gefridi |
Marie-Louise Mounier 2008-2014 |
| Gorread | 2 942 ha = 29 42 km² |
| Hed ha led | 47° 59' 56" Norzh, 03° 32' 25" Kornôg |
| Uhelder | keitat : 122 m bihanañ : 52 m brasañ : 188 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 1 195 (2007) |
| Stankter | 41 |
Lannejenn a zo ur gumun eus Breizh e Kerne e kanton ar Faoued e departamant ar Mor-Bihan.
Taolenn |
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1790-2006

[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Ragistor
- Kentistor:
Kavet ez eus bet ur bez eus Oadvezh an arem en ur park nepell diouzh kêriadenn ar C'hilhioù.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] XVIIvet kantved
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz:
- un digoll a 3 000 lur a voe paeet gant an drev hag he farrez Gwiskri d'an Aotrou Le Moyne de Trevigny goude tagadenn e gastell e Sant-Hern d'an 11 a viz Gouere 1675 e-pad an emsavadeg[2];
- reuz a savas e-pad pardon Sant-Urloù e dibenn miz Gouere 1675 e-doug an emsavadeg[3] Allain Maillard, beleg katolik, a voe kondaonet d'ar galeoù evit bout savet an trubuilhoù-se. Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 outañ. [4] .
[kemmañ] XVIIIvet kantved
E dibenn miz Mae 1748, François Mahé hag Yves Bulze, daou zen eus bandenn Marion ar Faoued, lakaet da varv e Gwened, a zo skourret ouzh ur wezenn-derv ha lezet da vreinañ en ur c'hroaz-hent eus an hent roueel kozh a gas eus Kemperle da C'hourin, un nebeud kantadoù a vetradoù en hanternoz da kêriadenn Sant-Urloù [5] .
[kemmañ] Dispac'h Gall
Betek 1790, Lannejenn a oa un drev eus Gwiskri. Neuze, dont a ra da vout ur gumun, ur pennlec'h-kanton hag ur barrez [6] . Diskaret eo kanton Lannejenn gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix[7]. Lakaet eo kumun Lannejenn e Kanton ar Faoued.
[kemmañ] XXvet kantved
- 1913 - 1914: tud a varv gant ar vrec'h, re vihan ar vered d'o lakaat razh [8].
- 4 - 5 a viz Du 1916: distrujoù bras er skol gant ur c'horwezh diouzh an noz.
[kemmañ] Brezel-bed kentañ
- 114 gwaz hervez marilhoù ar gumun , 123 hervez monumant Santez-Anna-Wened, 145 hervez monumant ar re varv er gumun, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel [9].
[kemmañ] Eil Brezel-bed
- Repuidi-brezel: d'ar 1añ a viz Even 1940 e oa 340 repuad e Lannejenn; 6 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940 [10].
Brudet eo ar gumun abalamour d'he ferzh er Rezistañs:
- Pemp den eus ar gumun a zo marvet er c'hampoù-bac'h, daouzek den arall a zo bet fuzuilhet, nav anezhe e Porzh-Loeiz[11] [12].
- D'ar 1añ a viz Mae 1944 ez eus bet ur manifestadeg gant tud ar gumun o tibunañ er vourc'h hag er c'hêriadennoù tro-war-dro, o tougen bannieloù ruz ha bannieloù triliv gall hag o kanal La Marseillaise ha Kan an Dispac'h[13].
- Tud fuzuilhet: fuzuilhet e voe gwazed ag ar Rezistañs d'ar 24 a viz Even 1944; barnet e oant bet da varv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued:
- e Roz ar C'had: 10 den a Speied hag unan a Sant-Wazeg,
- e Rozkev, 17 den, en o mesk 6 den yaouank eus Blankenberge (Flandrez Belgia), Georges Sandelé, René Mestdagh, Camille De Corte,Raymond Marmenout, Louis Dehenauw ha Jean de Coninck, bet tapet gant an Alamaned p'o doa taget paotred ar strouezheg e Plourae; unan anezhe, Jean de Coninck, gloazet hepken, a c'hell tec'hout. Kuzhet ha sognet eo gant tud ar vro betek an Dieubidigezh. Daou gorf a zo chomet dianv;
- er Pont-Nevez, un den dizanv.
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ] Maner Sant-Kijao
[kemmañ] An iliz katolik er vourc'h
- Iliz-parrez Sant Kognogan
[kemmañ] Chapelioù
-
Feunteun ha chapel Sant-Urloù
- Chapel Sant-Urloù, XVIvet kantved
- Chapel Sant-Jord,
- Chapel Sant-Melani,
- Chapel an Drinded (mogerioù hepken), XVIIvet kantved
[kemmañ] Monumantoù ar re varv
- Monumant hollek ar re varv er vourc'h, Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed , Brezel Aljeria e-tal an iliz
- Monumantoù re varv ar Rezistañs
-
Monumant ar re fuzuilhet, Rozkev, d'ar 24 a viz Even 1944
-
Monumant ar re fuzuilhet, Roz ar C'had, d'ar 24 a viz Even 1944
-
Monumant Boutel an tri den bet lazhet eno d'ar 7 a viz Gouere 1944
[kemmañ] Melestradurezh
[kemmañ] Tud vrudet
- Erwan Evenou, emsaver politikel ha yezhel, skrivagnour; sevel a reas ur pikol tezenn a-zivout brezhoneg Lannejenn;
- Allain Maillard, beleg katolik, bet kondaonet d'ar galeoù evit bout kemeret perzh en Emsavadeg ar Bonedoù ruz. Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 outañ.
[kemmañ] Tud bet ganet eno
- Remi Derrien, skrivagner, kazetenner, aktour ha jubennour brezhonek, Ebrel 1946.
[kemmañ] Gevelliñ
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Notennoù ha dave
- ↑ EBSSA
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 106-109
- ↑ Boris Porchnev , Les buts et les revendications des paysans lors de la révolte bretonne de 1675, bet embannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975.
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 152-154
- ↑ Lice Nédellec et Jean Rieux, Marion du Faouet et ses brigands, Embannadurioù Artra, 1976
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965
- ↑ pennad ar Wikipedia gallek, lodenn "Histoire"
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 143
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 94
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
- ↑ Port-Louis Histoire
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 315
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne , Éditions Liv éditions , Le Faouët , ISBN-10: 2844970966 hag ISBN-13: 978-2844970961 (e galleg)