Feunteun
Ur feunteun zo un eienenn kempennet gant an dud peurliesañ, a-benn gallout dastum an dour a zeu e-maez an douar. Mein benerezh a vez tro-dro peurvuiañ evit reiñ hent d’an dour, hag ur poull a vez ivez alies. Er feunteunioù nevesoc’h e vez graet gant dafar all ivez.
Brudet e veze ar feunteunioù gwechall evit o dour, a oa ken prizius d’an dud, evit evañ, doura o loened, en em walc’hiñ, gwalc’hiñ o dilhad…
Taolenn |
[kemmañ] E Breizh-Izel
Lod eus ar feunteunioù e Breizh a veze kontet da vezañ « sakr », abalamour da berzhioù o dour : pareañ a raent a bep seurt kleñvedoù a-hervez. Ha diwar se e oa kredennoù ha boazioù stag ouzh pep feunteun. War ar maez e vez anv ur sant war ar feunteun alies, hag ur chapel e-kichen.
[kemmañ] Er c'hêrioù
Savet ez eus bet feunteuniù disheñvel er c'hêrioù bras evit bravaat al leurgêrioù. Darn zo graet evit degas un tamm freskijenn d'an dud ouzhpenn: e kêrioù zo e c'haller mont da gerzhout e poull ar feunteun. Feunteunioù zo a zo evel c'hoarielloù gant livioù ha stummoù a bep seurt, pa ne glaskont teurel dour uhelañ ma c'hallont.
[kemmañ] Levrlennadur
- Albert Poulain ha Bernard Rio, Fontaines de Bretagne, Yoran Embanner
- Mikael Madeg, Feunteunioù brudet e Bro-Leon, Emgleo Breiz (hag un droidigezh e galleg, met berroc’hik : Découvrir les fontaines du Léon, e ti Emgleo Breiz ivez)
[kemmañ] Feunteunioù
[kemmañ] E Breizh
[kemmañ] Feunteunioù kozh Breizh Izel
-
Feunteun Sant Gouenou e Gouenoù, e Leon
-
Feunteun e Lokorn, e Kerne-Izel
-
Feunteun en Enizenac'h
-
Feunteun Sant Gweltaz e Lokentaz, e Bro-Gwened
-
Ur feunteun gozh (ha dianv) e Langiwa, Ploneour-Lanwern
[kemmañ] Feunteunioù kêrioù Breizh
-
Feunteun e Konk-Kerne
-
Ar feunteun Lerat e-kreiz Gwerzhav, e Bro-Naoned
-
Delwenn savet d'ar stêr Liger e feunteun al Leurgêr Real e Naoned
-
Feunteun al Leurgêr Real e kreiz-kêr Naoned abaoe sklêrijennet en 2007
-
Feunteun plasenn ar Frankiz e Brest
[kemmañ] E broioù all
-
Arabia Saudi: feunteun ar Roue Fahd, e Jeddah, en an uhelañ er bed gant dour taolet betek 312 metrad uhelder.
-
Bro-C'hall:Poull Apollon e park kastell Versailhez