Gouenoù (kumun)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gouenoù
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
An ti-kêr
An ti-kêr
Ardamezioù
Melestradurezh
Bro istorel Bro Leon
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Brest-An Ermitaj-Gouenoù
Kod kumun 29061
Kod post 29850
Maer
Amzer gefridi
Michel Phelep
2008-2014
Etrekumuniezh Brest Meurgêr ar Mor
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 6 229 ann. (2009)
Stankter 516 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 48° 27′ 16″ Norzh
4° 27′ 48″ Kornôg
/ 48.4544, -4.4633
Uhelderioù bihanañ 58 m — brasañ 103 m
Gorread 12,08 km²

Gouenoù a zo ur gumun eus Bro Leon e Kanton Brest-An Ermitaj-Gouenoù, e departamant Penn-ar-Bed, e Gwalarn Breizh.

Taolenn

[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk

  • An iliz katolik
  • Ar feunteun
  • Monumant lazhadeg Pengereg


E Gouenou e vez lidet un droveni en enor da sant ar barrez, sant Gouenoù, bep bloaz, da vare Yaou Bask.

[kemmañ] Douaroniezh

[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1962-2006

Niver a annezidi

[kemmañ] Brezhoneg

[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg

  • D'ar 17 a viz Kerzu 2009 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 8 a viz Meurzh 2010 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.

[kemmañ] Deskadurezh

  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 2004.
  • E distro-skol 2009 e oa enskrivet er skol divyezhek 12% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez.[1]
  • E distro-skol 2010 e oa 98 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (14,5% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). [2]
  • Ur vagouri divyezhek a zo ivez evit degemer ar vugale a-raok ar skol.
  • Ar vagouri "Dorn ha Dorn" he deus sinet Live 2 karta Divskouarn.

[kemmañ] Istor

  • Eil brezel bed: d'ar 7 a viz Eost 1944, 42 den nann-soudard a zo lazhet gant soudarded alaman e Penngereg.

[kemmañ] Bezioù ar C'hommonwealth e bered Gouenoù

Bezioù ar C'hommonwealth e bered kumun Gouenoù
Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 5 [1][2]
Hollad 5

Karrnijourion e oant holl. Marvet int e 1943, e-pad an Eil Brezel Bed[3][4]. Pevar anezhe a varvas pa gouezhas o c'harr-nij (Mitchell marilhet FL216 ha kodet VO-?) etre Plabenneg ha Gwipavaz d'ar 24 a viz Even 1943, an hini all d'an 3 a viz Eost 1943, pa gouezhas e garr-nij (Typhoon Ib marilhet JP399 ha kodet ZH-?) e Plabenneg[5].

[kemmañ] Gevelliñ

[kemmañ] Dave ha notennoù

  1. Aerlu:5
  2. Milourien eus broioù arall ag ar C'hommonwealth en Aerlu eus ar Rouantelezh-Unanet:
  3. Commonwealth War Graves Commission
  4. South African War Graves
  5. Pertes R.A.F Finistère

[kemmañ] Lec'hiennoù internet


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Lec'hienn ofisiel Ti-ker Gouenoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all