Eienenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un eienenn voull, hini ar Buèges
Un eienenn a zo ul lec'h ma teu an dour e-maez an douar. Lod zo bet kempennet gant an dud ha graet e vez feunteunioù anezho.
Dont a ra dour an eien da gemer stumm ur ruzelenn peurvuiañ, pe ur wazh, a-raok mont da stêr a-wechoù. Met gallout a ra an eien bezañ er mor ivez, pe stok outañ. Gallout a ra o dour bezañ lonket en douar kenkent ha difluket e-maez.
Taolenn |
[kemmañ] Relijion
Er relijion pagan e veze enoret an eien, hag hervez mojennoù Hellaz kozh int leun a nimfenned.
[kemmañ] Istor
Brudet eo bet an ergerzherien, evel Richard Burton, a glaskas war-lerc'h eienenn an Nil.
[kemmañ] Lennegezh
Gant dodenn an eien, hag ar c'hlask anezho, eo bet awenet ar skrivagnerien, evel Marcel Pagnol, gant e romant L'Eau des collines.
[kemmañ] Gerioù kar
- Eien zo un anv-stroll, eienenn en unander eta;
- Eienañ, pe eienennañ eo ar pezh a ra ur stêr pa deu e-maez an douar;
- Eienek eo Menez Are, rak meur a eienenn zo ennañ.
- Eienus pe eienennus eo douaroù Menez Are, kement a zour zo enne.