Chicago

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
2010-02-19 16500x2000 chicago skyline panorama.jpg
Skeudenn kemeret gant ul loarell eus Chicago

Chicago a zo ur gêr eus Stadoù-Unanet Amerika, en Illinois. An trede brasañ kêr eus ar vro eo. Emañ lec'hiet e norzh ar Stadoù-Unanet, er reter d'ar stêr Mississippi.

Taolenn

[kemmañ] Geografiezh

Willis Tower

Chicago eo an trede kêr vrasañ er Stadoù-Unanet hag ur penn-ahel ekonomikel pouezus. Ur mor a dourioù uhel a ziskouez ar Cental Business District (CBD), pe karter an aferioù. Tri eus tourioù uhel Chikago a zo e-touesk 20 tour uhelañ er bed : An John Hancock Center (344 metrad uhelder, an Aon Center (346 metrad uhelder) hag ar Willis Tower (442 metrad uhelder). Chicago a en em led war 47 km war mervent ribl ar stêr eus al lenn Michigan. A gêr a zo anvet windy city (kêr an avelioù) abalamour ma ‘z eus avelioù kreñv a-hed ar bloavezh.

[kemmañ] Ekonomiezh

DowntownChicagoILatNight.jpg

Trede kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet goude New York ha Los Angeles, Chicago a zo ar greizenn trenoù gentañ. Kalz a genwerzh a vez graet, ur penn-ahel industriet pouezus eo (govelerezh, metalouriezh, kimiezh, moullañ, agrovouedel, elektronek, hag all) hag unan eus ar marc’hadoù bedel brasañ e-keñver hedoù ha chatal.

Chicago a zo rannet e tri c’harter bras: an norzh (kentoc’h tiez ha tourioù evit lojañ), ar c’hornôg (lodenn greantelaet) hag ar su (karterioù evit lojañ).Bez ‘z eus ivez ar c’hreiz kêr, the loop (ar c’helc’h). War-bouez un nebeud kilometradoù aod riblet gant greanterezhioù, tost tout an aodoù a zo implijet evit an amzer vak (mirdioù, aodoù ha gourliorzhoù). Savadur an tour-uhel amerikan kentañ e 1885, en deus merket ganedigezh skol Chicago, an dudennoù skouerius o vezañ Louis Sullivan, William Baron Jenney, Daniel H. Burnham, Frank Lloyd Wright ha Mies van der Rohe. Ar Sears Towers, 110 estaj, a zo bet e-pad pell an tour brasañ er bed, a-raok bezañ dibaseet gant tourioù Petronas (452 metrad uhelder) e Kuala Lumpur.


[kemmañ] Sevenadur

Ar field museum

Mirdioù bras a zo e Chicago, an Art Institute of Chicago (1879) da skouer, unan eus mirdioù amerikan pouezusañ en arzoù-kaer, pe c’hoazh, ar Field Museum of Natural History (skiantoù naturel ha skiantoù ar vuhez diwar-benn an den). Laz-seniñ simfoniek Chicago, krouet e 1891, a zo anavezet e-giz unan eus ar re wellañ er bed. Ar gêr a zo kêrbenn ar blues: eus stadoù ar su eo deuet kalz a sonerien evit klask muioc’h a arvesterien.






[kemmañ] Istor

E 1673, an ergerzhourien c’hall Jacques Marquette ha Louis Jolliet a zizoloas an dachenn e-lec’h m’emañ Chicago staliet bremañ, ur c’hantved a-raok ma krogfe an dud da erruout evit staliañ ar gêr. E 1848, gant kleuzadenn kanol an Illinois ha gant donedigezh an hentoù houarn a aotren brasadenn ar gêriadenn setu perak e teuas kalz a dud da staliañ o zi. E-kerzh ar berzh (1919-1933), Chicago a zeuas da vezañ brudet gant al laerien hag al lazherien, Al Capone o vezañ an hini anevezetañ. E-pad ar bloavezhioù diwezhañ, kalz a labourioù a zo bet graet evit adnevesaat karterioù' zo.

[kemmañ] Gevellerezh

CGevellet eo Chicago gant seizh kêr war-ugent [1]. Kalz anezho a zo, evel Chicago, eil kêr o bro. Ul lodenn all zo kêrioù pennañ o bro, met ez eus deuet diouto kalz divroidi da Chicago.


[kemmañ] Liammoù diavaez


[kemmañ] Daveoù

  1. Sister Cities designated by Chicago Sister Cities International Retrieved on May 22, 2007.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all