Frank Lloyd Wright

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Frank Lloyd Wright

Frank Lloyd Wright (8 a viz Even 1867, Richland Center, Wisconsin - 9 a viz Ebrel 1959, Phoenix, Arizona) a zo ur savour amerikan.


Stummadur[kemmañ]

Goude bezañ studiet ha labouret e ajañs ur savour war un dro, en em stalias e Chicago e 1887. Eno e labouras evit ajañs savouriezh L. Silsbee ha da c’houde evit hini Adler ha Sullivan (1856-1924). Ar re-mañ a oa ezel eus skol Chicago, hag eno e labouras Wright war steuñvioù tiez hiniennel e-pad c’hwec’h vloaz. Eno ivez e tapas lod brasañ e skiant-prenet hag ul lodenn eus e awen. Mignon e voe da Sullivañ, hag a gelennas kalz dezhañ. Trumm e paouezas o mignoniezh koulskoude, dre ma profite Wright eus e amzer vak evit krouiñ tiez war e gont. Difredet e voe neuze. Er memes mare e timezas gant Catherine Tobin. E 1889 ec’h amprestas 5000 $ digant Sullivan a-benn lakaat sevel un ti e Oak Park. Ennañ ez eus ur puñs kreiz hag a zegas gouloù ha buhez e diabarzh an ti.


Unan eus diazezourien ar savouriezh a-vremañ[kemmañ]

E 1893 e tizoloas ar savouriezh japanat e-pad un diskouezadeg. Plijet-bras e voe gant ar savouriezh-se, hag e kasas neuze lod brasañ e amzer o labourat war raktresoù savouriezh. Ur wech difredet gant Sullivan e krouas Wright e ajañs e Oak Park. Dindan un nebeud sizhunvezhioù e voe goulennet gantañ sevel un ti : ti Winslow e voe.

E 1894 e nac’has ar c’hinnig a voe graet dezhañ gant ar savour Burnham (1846-1912) : mont da studiañ ar savouriezh klasel e skol arzoù-kaer Pariz e-pad pevar bloaz da gentañ, hag e-pad daou vloaz e Roma da c’houde. En e zanevell vuhez e skrivas Wright : “Gwelloc’h eo din bezañ dieub ha c’hwtout ma zaol, ha bezañ droch, e-lec’h bezañ stag ouzh ur berzh boutin. N’eus tamm frankiz ebet ennañ... Sed aze tout.” (Danevell vuhez, 1932)


E soñjoù war ar savouriezh[kemmañ]

Hervez Wright ez eo pezhioù ur savadur evel organoù emeren ur c’horf kempoell. Hervezañ ivez e rank ur savadur skeudenniñ kresk ur boud bev. Kemend-se a zispleg ar c’has en doa Wright ouzh ar c’hêrioù bras evel Chicago hag ar fed ne savs ket kalz a savadurioù e kêrioù bras.


Prairie houses[kemmañ]

E 1897 e tispakas e zoare da vat, gant ar Prairie houses (tiez ar pradennoù). Tiez un tamm int, pe e meur a damm stag an eil ouzh egile, ha enframmet er gweledva dre ma’z int savet a-blaen. Wright a gemeras ivez redioù an hin e kont. Evit en ober e ijin leinoù uhelderioù disheñvel dezho, gant ar pal skleriejnnañ hag aveliñ ar salioù. A-fet nevezinti ec’h implijas ivez danvezioù hengounel (maen evit an talbennoù hag al leurioù) ha re neevsoc’h : betoñs ha dir a-benn derc’hel ar c’hlouedennoù, toennoù barr ha prinistri-meur bras-tre. D’ar mare-se e oa pell-tre savouriezh Wright diouzh savouriezh klasel Europa, hag eñ a glaske e zoare, levezonet gant Sullivan.


Frank Lloyd Wright ha gward a-raok Europa[kemmañ]

E 1904 e tresas Frank Lloyd Wright Larkin Building Buffalo. Aozet eo ar savadur tro-dro d’ur puñs kreiz sklerijennet eus a-us, ha warnañ e sko pezhioù kement estaj a zo. Ar savadur a zigor neuze war e ziabarzh, en e greiz ur sal voutin vras. Dre implij ar maen hag ar brikennoù, ha dre sevel talennoù a-blaen, e tiskouez Wright ez ae e breder dreist da skoueriekadur ar skraberoù-oabl.

E 1909 e voe Wright e-kreiz ur prantad diaes, rak soñjal a rae dezhañ n’en doa ket mui mennozhioù. Mont a reas neuze d’en em staliañ e Europa. War zigarez ar veaj-se e kuitaas e wreg hag e vugale, hag e kasas gantañ Mamah Cheney, gwreg unan eus e bratikoù. Degouezhet e Europa e kejas Wright ouzh savourien gward a-raok Aostria, Alamagn ha re an Izelvroioù, en o zouez Walter Gropius ha Mies van der Rohe (krouerien Bauhaus). E 1910 e lakaas embann ur portfolio anvet Wasmuth, ennañ e dresadennoù hag e raktresoù. Er memes bloavezh e voe diskouezet ul lodenn eus e oberennoù e Berlin. E 1911 e tistroas da Wisconsin hag eno e krouas kumuniezh unvanus Spring Green. Eno, war un dachenn roet dezhañ gant e vamm, e lakaas sevel ur rummad savadurioù kumuniezhel re diel ha re labour-douarel ivez. Anvet e voe ar savadurioù-se Taliesin. Eno en em stalias gant e wreg hag e zaou vugel. Div wech e voe devet an ti : ar wech kentañ e varvas seizh den, e wreg en o zouez. Bewech e c’houlennas Wright ma vefe savet an ti en-dro.

Liesseurted labour Wright[kemmañ]

E 1917 e veajas Wright da Japan, hag e voe dedennet ur wech ouzhpenn gant ar savouriezh japanat. E 1934 e stagas gant e raktres tiez usonian. Tiez bihan int, evel ar Willey house. Wright a zo bet ivez un diaraoger a –fet savouriezh pa’z ijinas savdurioù dibar evel ti al lamm-dour (Fallingwater house) pe c’hoazh mirdi Guggenheim New York. Betek 1937 e tresas tiez en ur gemer e kont an teknikoù nevez. Meur a levr savouriezh a zo bet skrivet gant Wright. Bras eo bet levezon e labour war ar savouriezh a-vreamñ, er Stadoù-Unanet koulz hag en Europa. Luskadoù arzoù en deus bet levezonet ivez, an eztaoladur en o zouez. En holl en deus Wright treset war-dro 800 raktres, ouzhpenn an hanter a zo bet sevenet.


Taliesin West, spered ar gumuniezh[kemmañ]

Evele ur bern amerikaned all er mare-se e voe Wright entanet Wright gant ar vuhez kantreer war hentoù ar Stadoù-Unanet. Pa grogas enkadenn 1929 en em gavas Wright dilabour e Chicago. Mont a reas neuze war-zu Phoenix, gant ar pal digeriñ ur skol-savouriezh e Taliesin West. Un troc’h en e vuhez eo : evel savour e felle dezhañ pederiañ war e berzh e-keñver kevredigezh ha talvoudioù Amerika. D’ar mare-se e voe abeget ar savouriezh, ha plas ar savouriezh hag ar savourien er gevredigezh. Hervez Wright e ranke ar savourien bezañ gouest da adframmañ kevredigezh Amerika. E 1928 ec’h ijinas ar ger «Usonia» : hervez Wright ez eo an uhelvennad demokratel a rankfe bezañ pal ar Stadoù-Unanet. Da lavaret oe lakaat sevel tiez hiniennel marc’hadmat ha niverus-tre. Hiziv an deiz ez eo digor Taliesin d’ar weladennerien, hag ur roud eus spered kumuniezhel hag eus kelennadur Wright eo.

Fallingwater house (Ti al lamm-dour), 1936

]

Savadurioù treset gantañ[kemmañ]


Levrlennadur[kemmañ]

  • Koufrig Frank Lloyd Wright, Archives gant Margo Stipe - Le Seuil - 96 pajenn hag ur CD atersadennoù ha dielloù
  • Naomi Stungo, Frank Lloyd Wright,
  • Kathryn Smith, Julie David, Frank Lloyd Wright : Maître de l'architecture américaine, Embannadurioù Abbeville
  • Frank Lloyd Wright , 1867-1959, Bruce Brooks Pfeiffer, Taschen
  • Frank Lloyd Wright’s Taliesin West, Ezra Stoller, New York, Princeton Architectural Press
  • Frank Lloyd Wright : Unity temple, Barnsdall (Hollyhock) house, Johnson Wax administration building and research tower, Phaidon
  • Frank Lloyd Wright’s Fallingwater, luc’hskeudennoù gant Ezra Stoller, Princeton Architectural Press
  • Frank Lloyd Wright, Daniel Treiber, Hazan
  • Frank Lloyd Wright, le printemps de la Prairie House, Jean Castex, Mardaga
  • An organic architecture : the architecture of democracy by Frank Lloyd Wright, MIT Press
  • Frank Lloyd Wright, preliminary studies 1933-1959, A.D.A. Edita
  • Frank Lloyd Wright, preliminary studies 1889-1916, A.D.A. Edita
  • A testament, Frank Lloyd Wright : Horizon Press
  • Ma danevell vuhez Frank Lloyd Wright, Plon



Liammoù diavaez[kemmañ]

Lec'hienn ofisiel


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.