Amman

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Amman

Amman (عمان ʿAmmān en arabeg) eo kêr-benn rouantelezh Jordania. War-dro 2 125 400 a annezidi a oa enni e 2005 ; ha kêr vrasañ Jordania eo.

Ober a reer anv eus Amman er Bibl, gant an anv "Rhabbat Ammon". Aspadennoù eus an Henamzer gresian ha roman zo eno hiziv c'hoazh : brudet eo c'hoariva roman kreiz kêr da skouer. Da vare ar Romaned e veze graet "Philadelphia" anezhi.

Goude mare an Impalaeriezh roman e teuas Amman da vezañ ur gêr hep kalz a bouez. Goude ar Brezel-bed kentañ, pa oa Jordania dindan beli ar Rouantelezh Unanet, e teuas da vezañ ur gêr vras en-dro. Hag e 1946 e teuas da vezañ kêr-benn ar stad dizalc'h nevez.

Kreskiñ a reas kalz an niver a dud en Amman, goude ar brezelioù etre Israel hag ar broioù arab e 1948, 1967, ha 1973, gant an niver bras a repuidi palestinat a erruas e kêr. E 1970 e voe emgannoù er straedoù etre ar repuidi-se ha nerzhioù polis hag arme Jordania.