Los Angeles (Kalifornia)
- Ur bajenn disheñvelout Los Ángeles zo ivez.
Los Angeles, berradur boas L.A., a zo kêr vrasañ stad California hag eil kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet. 3,83 milion a dud a vev eno (14,8 milion en he zolead). Sez ar gontelezh eo ivez. Los Angeles a dalv kement hag "an aeled" e spagnoleg. Distaget eo "lɒs ˈændʒələs" e saozneg ha "los ˈaŋxeles" e spagnoleg.
Diazezet e voe d'ar 4 a viz Gwengolo 1781 gant ar gouarnour spagnol Felipe de Neve. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Bro-Vec'hiko e 1821 war lerc'h dizalc'hidigezh ar vro eus Spagn. Staget e voe ouzh ar Stadoù-Unanet e 1848 goude fin ar brezel amerikan-mec'hikanat, dre brenañ California e Emglev Guadalupe Hidalgo.
Oberiant ken ken eo ar gêr war dachennoù an aferioù, ar c'henwerzh etrebroadel, an dudi, ar sevenadur, ar mediaoù, ar c'hiz, ar skiant, an teknologiezh hag an deskadurezh. Hollywood, brudet er bed a-bezh evit e broduiñ filmoù sinema, eo anv lodenn gwalarn rannvro Los Angeles,
Un hin istrovanel pe greizdouarel a gaver eno.
Taolenn |
Gevelliñ [kemmañ]
Los Angeles he deus 25 kêr gevellet ganti[1]. Roll ar c'hêrioù dre bloaz gevelliñ:
|
- Londrez ha Manchester, e
Bro-Saoz, ha Łódź e
Polonia a zo kêrioù mignon.[2][3] - Los Angeles he deus ivez un eskemm sevenadurel gant Tel Aviv en Israel.[4]
Gwelet ivez [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (en) Lec'hienn ofisiel
- (en) Discover Los Angeles - The Los Angeles Convention and Visitors Bureau
Daveoù [kemmañ]
- ↑ "Sister Cities of Los Angeles". Retrieved on December 18, 2009.
- ↑ Twinning link with LA. Manchester Evening News. Kavet d'an 2009-07-28.
- ↑ Sister cities of Los Angeles, Inc. (2010). Kavet d'an February 8, 2010.
- ↑ Tel Aviv/Los Angeles Partnership. The Jewish Federation of Greater Los Angeles (2007). Kavet d'an 2008-08-07.
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |