Accra
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Monumant Kwame Nkrumah
Kêr-benn Ghana eo Accra (anvet Nkran e twi, yezh pennañ ar vro). Kêr vrasañ ar vro eo ivez, en arvor, ha kreiz an armerzh enni. Poblet eo gant 1 661 400 a dud (2001). Eus Accra e vez ezporzhiet gwiadoù graet er vro, koulz ha prenn.
Kresket eo kêr Accra en-dro d’ur c’hreñvlec’h savet gant Saozon, d’unan savet gant Daniz ha d’unan all savet gant Izelvroiz, er XVIvet ha XVIIvet kantved. E 1877 e teuas Accra da vezañ pennlec’h an drevadenn saoz, e-lec’h Cape Coast. Pa voe savet un hent-houarn da vont en argoad, e teuas Accra, tamm-ha-tamm, da vezañ kreizenn armerzhel Aod an Aour.

