Brest

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Evit an heñvelstummoù, gwelit Brest (heñvelstumm).

Kumunioù Breizh
Brest
Departamant Penn-ar-Bed
Bro hengounel Bro Leon
Arondisamant Arondisamant Brest
Etrekumuniezh Brest Meurgêr ar Mor
Bro 'Voynet' Bro Vrest
Pastell-vro votiñ {{{Pastell-vro}}}
Kanton penngêr eus 10 Kanton
Kod INSEE 29019
Kod post 29200
Maer
Amzer gefridi
François Cuillandre
2001-2008
Gorread 4 951 ha = 49,51 km²
Hed 04° 29' 08" O
Led 48° 23' 27" N
Uhelder keitat : 34 m
bihanañ : 0 m
brasañ : 103 m
Poblañs hep kontoù doubl 145 700
(2005)
Stankter 3023
{{{kartenn}}}



Brest a zo ur gumun eus departamant Penn-ar-Bed e Breizh. P'eo lec'hiet e kornôg pellañ ar vro eo ur porzh hag un diazezlec'h bras eus ar morlu.


Taolenn

[kemmañ] Anv

Anv kozh Brest a zo bet marteze Urbs Ossismii pe Civitas Occismorum. E goll a reas er Vvet kantved pa voe damzistrujet gant an Huned. Kêr-benn meuriad an Ossismii a voe kaset da Castrum Pauli (Kastell-Paol hiziv). Kemer a reas Brest anv unan eus an torgennoù ar gêr Bresta super Capellam. Mont a reas an anv-se da Vrest pa adkrogas ar gêr da greskiñ.

[kemmañ] Istor

[kemmañ] Henamzer

Skeudenn:Vue brest 800x600.jpg
Brest gwelet eus ar c'hastell

N'eus roud ebet eus ur c'hreñvlec'h a-raok hini ar Romaned met lec'hienn ar c'hastell a zo hini un oppidom stanket, un uhelgompezennig a-us d'an dour mor a zo o c'hlebiañ kostezioù al ledenezig. Gant meuriad galian an Ossismii e voe dalc'het lec'hienn Brest goude an aloubidigezh roman. N'eo ganet ar gêr nemet en IIIe kantved, pa savas ar Romaned ur c'hreñvlec'h gant meur a dour (ouzhpenn 20 war a seblant) da zifenn an aod ouzh ar vorlaeron saoz hag ouzh ar bagodoù a skrape ar maezioù. Ar "c'hastrum"-se a voe savet en hevelep amzer ha mogerioù Gwened, Naoned ha Roazhon gant mein ar monumantoù publik, ar pezh a dalvez moarvat e oa mall bras war ar saverien. Ouzhpenn-se e oa an impalaeriezh oc'h aozañ ur frammadur milourel nevez a vo anvet Tractus armoricanus et nervicanus er c'hantved war-lerc'h, gant ur morlu Classis armoricana hec'h anv. Ul lejion a voe staliet er gêr met ne yeas ket Brest da gêr-benn an Ossismii. E Vorgium (Karaez) e chomas ar gêr-benn betek donedigezh ar Vretoned.

War manatioù e voe diazezet frammadur relijiel ar Vretoned kozh, a pezh a zispleg perak ne oa eskopti ebet e Bro-Leon kent an VIIIvet kantved. Pa voe krouet unan e oa re vihan Brest da vezañ choazet.

Ar c'hreñvlec'h roman a voe damzistrujet gant goprsoudarded hunat er Vvet kantved met Kont Morvan Leon e adsavas da wareziñ ar rannvro diouzh ar Vikinged. E-barzh ar mogerioù-se e kreskas ar gêr e-pad ar Grennamzer. Ar gêr vogeriet a yeas d'ur c'hastell er XVIvet kantved pa'z eas hec'h annezidi da chom er fabourzioù.

[kemmañ] Ar Grennamzer hag an Azginivelezh

Un darn eus Dugelezh Breizh e oa Brest e-pad ar Grennamzer. Goude stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall e roas ar roue Herri IV an titl a gêr dezhi e 1593. E 1631 e lakaas Richelieu anezhi d'ur porzh milourel. Ar porzh arnevez hag an arsanailhoù a savas neuze. Lojerisoù evit ar vicherourien a savas ivez.

[kemmañ] Ar Renad Kozh

Ti ar Feunteun, unan eus an tiez koshañ e Brest
Ti ar Feunteun, unan eus an tiez koshañ e Brest

E 1683 e vogerias Vauban ar gêr. E fin ren Loeiz XIV he doa 15.000 annezad. E Brest eo e tilestras kannadourien roue Siam e 1686. Diwarno e voe anvet Straed Siam.

En XVIIIvet kantved e savas an ijinour brestat Antoine Choquet de Lindu savadur ar galeoù a zlee degemer prizonidi betek an XIXvet kantved. Unan eus e bañsionerien vrudetañ a oa Louis Vidocq.

[kemmañ] An Dispac'h

Ur pouez bras he doe Brest e-pad an Dispac'h. Eus tu an dispac'herien e voe e 1789 ha tud Brest a gemeras an Tuileries e 1792 gant ar Varsilhiz. Goude taol-stad tud ar menez, keoded Brest, a oa jirondin en em savas a-enep ar galloud kreiz. Ur c'hwitadenn e voe, avat, hag e 1794 e savas "kannaded ar bobl e kefridi" ul lez-varn dispac'hel a gondaono 70 a dud d'ar gilhotin. Adsavet eo an ti-kêr gant André Jeanbon Saint André.

Keloù eus marv eus Robespierre a erruas diwezhat a-walc'h e Brest hag ar c'huzul kêr jakobin a zo kaset kuit e miz Gwengolo. Pennoù bras kozh a adkav o galloud e dilennadeg 1875 met koll a ra ar gêr he fouez strategel en abeg da c'hronn ar Saozon.

Armerzh ar gêr a rousinas betek an Eil Impalaeriezh. E 1856 e aotre Napoleon III ar gêr da sevel ur pont war ar Penfell. Gweladenniñ a reas ar gêr etre an 9 hag an 12 a viz Eost 1858. Brasaat a reas an arsanailh, astenn a reas div linenn hent-houarn betek Brest ha sevel a reas ar porzh kenwerzh.

[kemmañ] An XXvet kantved

Soudarded Amerikan e-pad emgann Brest
Soudarded Amerikan e-pad emgann Brest

Brest a oa unan eus ar porzhioù ma tilestras an Amerikaned e 1917 e fin ar brezel bed kentañ. E-pad an eil brezel bed e aloubas an Alamaned ar gêr d'an 19 a viz Even 1940. Un diazezlec'h evit al listri-spluj a savjont enni. Bombezadegoù ar gevredidi a zeraouas e 1941. Kenderc'hel a raint betek dieubidigezh ar gêr e Gwengolo 1944 goude un emgann 43 devezh. Hogozik peurzistrujet e voe ar gêr. An Tour Tangi, straed Sant-Maloù hag ar c'hastell eo al lec'hioù espernet nemeto.

Goude ar brezel e adsavas an annezidi (repuet er Sarthe dreist-holl) ur gêr nevez hervez raktresoù an tisavour Jean-Baptiste Mathon. Echuet e vo e 1961. An arsanailh a vo an andon a leve pennañ evit ar gêr betek fin ar XXvet kantved hag e ziskar a vo abeg d'un enkadenn armerzhel er rannvro. En em dreiñ a raio neuze ar gêr davet an imbourc'h morel hag an teknologiezhioù nevez.

[kemmañ] Darvoudoù pennañ istor Brest

[kemmañ] Roll ar vaered

Roll ar maerioù
Dilennadeg Anv Titl
2001- François Cuillandre Maer
1989-2001 Pierre Maille Maer
1985-1989 Georges Kerbrat Maer
1983-1985 Jacques Berthelot Maer
1982-1983 Pierre Maille Maer
1977-1982 Francis Le Blé Maer
1973-1977 Eugène Berest Maer
1959-1973 Georges Lombard Maer
1958-1959 Auguste Kervern Maer
1954-1958 Yves Jaouen Maer
1954-1954 Lucien Chaix Maer
1953-1954 Yves Jaouen Maer
1947-1953 Alfred Pierre Marie Chupin Maer
1945-1947 Jules Lullien Maer
1944-1945 Victor le Gorgeu Prezidant an Delegasion Ispisial
1942-1944 Victor Eusen Maer
1929-1941 Victor le Gorgeu Maer
1921-1929 Léon Nardon Maer
1920-1921 Hippolyte Masson Maer


[kemmañ] Brezhoneg

  • Ar garta Ya d'ar brezhoneg a oa bet sinet gant an ti-kêr d'an 11 Gouere 2006.
  • Div skol Diwan a zo e Brest, hini Kerango hag hini Republik.
  • Skolioù divyezhek a zo eno abaoe 1978. 1,9% eus ar vugale a zo skoliet enno er c'hentañ derez. [1]

[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk

Evit Pont Rekourañs ha straed Siam eo brudet Brest. Eus ar monumantoù savet a-raok an XIXvet kantved ne chom nemet ar c'hastell, an Tour Tangi hag un nebeut tiez ha savadurioù kozh, savadurioù evit an arsanailh ha kreñvlec'hioù en o zouezh. E Rekourañs e chom un darn eus straed Sant-Malou rivinet gant bombezadegoù en Eil Brezel Bed.

[kemmañ] Douaroniezh

Brest hag he rannvro
Brest hag he rannvro

Kêr vrasañ departamant Penn-ar-Bed eo Brest met n'eo ket e gêr-benn. Da Gemper e voe roet ar statud-se gant ar Vodadeg Vonreizhel e 1791 rak ur prefeti mor e oa d'an amzer-se dija.

Ur gêr vorel eo. Lec'hiet war ul ledenez he-deus krec'hoù ebet. War du ar Su e kaver al lennvor hag emañ ledenez Kraozon en e du-hont. War du ar reter emañ harpet he levezon gant Landerne ha Montroulez.

War bladenn bro-Leon emañ lec'hiet Brest, war lein tornaodoù hogozik a-blom a furmont unan eus jeloù pennañ Tolzenn an Arvorig. N'eo torret ar voger-se nemet gant un aber kev, ar Penfell, ur legenn eus naoz kozh ar Stêr Aon. Ur porzh naturel peurvat eo ar Penfell. Gwarezet eo gant ur roc'h, 200 metr hec'h hirded, dour en he zro war daou gostez ha disrannet eus an tir gant ur stankenn war an trede. War ar c'hreñvlec'h naturel-se e voe bet savet Kastell Brest.

[kemmañ] Demografiezh

Kemmoù demografek
v. 1882 1990 1999
xxx 147 956 149 634
Niveroù adalek 1982 : Poblañs hep kontoù doubl

Andon : Insee

[kemmañ] Imbourc'h ha deskadurezh uhel

O vezañ kreizenn armerzhel kêr-benn Breizh-Izel he deus Brest kalz skolioù-meur hag annezadennoù imbourc'h.

[kemmañ] Sevenadur

  • (fr) Porched al levrdiezLevrdi Ti-kêr Brest : rouedad al levrdiez Brest a zo kenaozet eus dek levrdi-karter

[kemmañ] Mirdioù

  • Mirdi an Eñvor

[kemmañ] Melestradurezh

Ti-kêr Brest war Plasenn ar Frankiz
Ti-kêr Brest war Plasenn ar Frankiz

Da galz brasoc'h eo aet Brest e 1945 pa voe staget teir c'humun all outi : Lambezelleg , Sant-Per Kilbignon ha Sant Mark.

E 10 kanton eo disrannet :

[kemmañ] Tud dibar


[kemmañ] Lec'hiennoù internet

Sellit ouzh Brest er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons