Eddy Merckx

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eddy Merckx e 1973.

Edouard Louis Joseph, baron Merckx, hag a vez graet Eddy Merckx anezhañ, a oa ur marc'hhouarner a-vicher eus Belgia etre 1965 ha 1978. Ganet eo d'ar 17 a viz Mezheven 1945. Lakaet e vez da vezañ gwellañ marc'hhouarner an istor. Lesanvet e veze ar Roñfl pe ar C'hanibal dre ma klaske gounit pep tra. Aet eo ar maout gantañ e 625 redadeg, en o zouez troioù bras evel Tro Bro-C'hall (5 gwech), Tro Italia (5 gwech ivez), Tro Spagn (1 wech), 3 gwech eo bet Kampion ar Bed, ha gounezet en deus ivez 31 redadeg klasel da vihanañ 2 wech. Nederlandeger eo dre e dad ha galleger dre e vamm.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.