François Cuillandre

Eus Wikipedia
François Cuillandre.

François Cuillandre, ganet e Konk-Leon d'ar 5 a viz C'hwevrer 1955, a zo ur politikour eus Breizh. Maer Brest eo adalek 2001. Studioù war ar gwir en deus graet ha bet eo e "Sciences Po" e Pariz. Ezel eo eus ar Strollad Sokialour Gall.

Kelenner war ar gwir eo bet e Skol-veur Breizh-Izel ha labouret en deus ivez gant Loeiz ar Peñseg. Dilennet e oa bet e kuzul ti-kêr Brest e 1989 hag e 1995, war listenn an tu-kleiz renet gant Pierre Maille. Kannad eo bet er parlamant e Pariz, evit Penn-ar-Bed etre 1997 ha 2002. Kollet en doa dilennadegoù an deputeed, e 2002, a-enep da Marguerite Lamour (UMP), maerez Gwitalmeze. Ha koll a reas un eil gwech e dilennadegoù 2007 a-enep d'ar memes den.

Deuet e oa da vezañ maer Brest e 2001. Prezidant Brest Meurgêr ar Mor eo ivez.

Festoù ar mor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.