Patrice Pellerin

Eus Wikipedia
Patrice Pellerin e Brest e 2016

Patrice Pellerin zo un treser ha senarioour bannoù-treset ganet e Brest d'an 2 a viz Du 1955.

Mab ur prefed, bevet en deus e div gêr warn-ugent hag e Madagaskar zoken e-pad tri bloaz. Deskiñ a ra an tresañ e-unanik. Labourat a ra ur prantad amzer e Reims en ur studio tresadennoù bev, ha goude e tizolo ar vicher a dreser. En em staliet eo e Landivizio, nepell eus ar mor, er c'horn-bro m'emañ troioù-kaer L'Épervier o c'hoarvezout.

« Ar Sparfell » a gont eta avanturioù ur c'hourser e gopr roue Bro-C'hall en XVIIIvet kantved, bet laer-mor. Lesanvet eo Sparfell Kraozon met e gwir anv eo Yann, marc'heg ar Germeur (Yann de Kermeur e galleg).

Albomoù embannet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]