Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1923

Eus Wikipedia
Henri Pélissier, trec'h e 1923

Dalc'het e oa bet 17vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre ar 24 a viz Mezheven hag an 22 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 386 km). Gounezet e oa bet gant ar reder gall Henri Pélissier, 24,233 km/e e dizh keitat : kentañ gounideg gall an hini eo abaoe ma oa aet ar maout gant Gustave Garrigou e 1911.

Aet e oa kuit an Dro eus tachenn ar c'hoarioù Luna Park (Pariz) war-du ar c'hornôg a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar reter. Aotreet e oa bet ar rederien da ober gant pezhioù distag da zresañ o marc'h-houarn.

Gwisket e oa bet ar C'hrez melen gant ur reder italian evit ar wech kentañ, Ottavio Bottecchia e anv.

Eizh reder ha daou-ugent hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar c'hant nav ha tregon o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.

Tennadoù-hent e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadur hollek (1-10)
Renk Reder Rummad Amzer tremenet
war e varc'h-houarn
1 Henri Pélissier Bro-C'hall Bro-C'hall Yellow jersey 1 222e15'30"
2l Ottavio Bottecchia Italia 1 + 30'41"
3e Romain Bellenger Bro-C'hall Bro-C'hall 1 + 1e04'43"
4e Hector Tiberghien Banniel Belgia Belgia 1 + 1e29'16"
5vet Arsène Alancourt Bro-C'hall Bro-C'hall 1 + 2e06'40"
6vet Henri Collé Suis Suis 2 + 2e28'43"
7vet Léon Despontin Banniel Belgia Belgia 1 + 2e39'49"
8vet Lucien Buysse Banniel Belgia Belgia 1 + 2e40'11"
9vet Eugène Dhers Bro-C'hall Bro-C'hall 2 + 2e59'09"
10vet Marcel Huot Bro-C'hall Bro-C'hall 1 + 3e16'56"

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]